Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68

Evit en em strinqa d’ho treid, va Ampereur,
Ha da c’houlen pardon demeus an offanç grêt,
Mar be dêc’h agreabl, ô Monarq redoutet !
Me a anzav va c’hrim ; ia, me zo coupab
Da vea em c’holer lazet Lohier, ho mab ;
Hoguen me bromet dêc’h dirac ho Paronet,
E reparin va c’hrim er fêçon ma qerfet ;
Ha va breudeur ha me en em rent sujet dêc’h,
Prest clos d’ho servicha, pa blijo ze ganêc’h.

Charlamagn.

Pa ho qüelàn, Beuvet, qement humiliet,
Ne allàn qet bea cruel en hoc’h andret ;
Rac-se e pardonan d’an eil ha d’eguile,
Ma observit ar pez zo scrivet en trête.
Mes c’houi, Autrou Beuvet, pa oc’h ar c’houpapla,
A ranqo, p’am bo c’hoant, donet d’am zervicha
Gant daou-c’hant den armet, pa deuin d’ho pedi :
N’en dê qet va goulen dies da observi.

Beuvet.

O Monarq generus ! pa felfe dêc’h ouspen,
Ne refusin james da heuill ho courc’hemen.

Charlamagn.

Deut eta da Vouel-Yan da Baris d’am c’havet.

Beuvet.

Ia, Sir, me deuyo gant daou-c’hant den armet.
Adieu dêc’h, Ampereur, gant eur güir garanté :
Me reqèt dêc’h bepret pep seurt prosperite,
Adieu, Tadou a Franç ive pareillamant :
Me a drugareca ac’hanoc’h humblamant.
Rac oblijet òn dêc’h, qercoulz ha va breudeur,
P’oc’h eus grêt hon accord dirac an Ampereur.

Charlamagn.

Adieu dêc’h, Autrone, ha d’ar c’henta güelet :
Bezit oll prudantoc’h en amzer da zonet.

Partial a reont.