E vemp c’hoas respetet gant ar Roue a Franç.
Idelon.
C’houi oc’h eus, Galeran, studiet eur guentel,
Ha ma heuillomp anei hor bo assur brezel.
Hac e lazfemp Beuvet, c’hoas en deus alianç
Pere ne vanqfe qet sur da denna venjanç
Demeus a guementse. Davantach c’hoas a zo :
Ar generus Mogis, m’en assur, a glasqo,
Pe dre nerz pe dre art, me bromet se ervat,
Da zont d’en em venji deus a varo e dad.
Fouqes.
Tavit ta, Idelon, m’ho ped, var guementse ;
Ni vassacro Beuvet, mar permet ar Roue.
Bertelot.
N’o pe qet a vorc’het ouz a ze, Autrone ;
Me laqai va eont da gonsanti da ze.
Ripus.
Pa oc’h eus concluet, tentomp prest ar fortun ;
Arabat ê disclèry hor secret da nicun,
Ha demp oll d’ar palez da gavet ar Roue,
Da remontri deàn e ve eul lachete
Da zouffr en e zervich, ar pez a ve esqis,
An nep en deus lazet an Daufin a Baris.
Ar Roue, avichou, a zo goal violant,
Hac a varo e vab e sant c’hoas calz tourmant.
Marteze e tisfe dont da accordi demp
Laza an Duc Beuvet, p’en em gavo ganemp.
————
Eizvet Dialog.
Beuvet, a antre gant e suit hac a lavar :
Arça, Chevalierien, tud-jentil, soudardet,
Cetu ê an amzer a voa demp assinet
Gant ar Roue Charles evit mont d’e gavet :