Hac e gamaradet, tout potret a galon, Nêm. C’hoant oc’h eus, Autrone, c’hoas da gomanç labour ? Fouqes. Me gred din e teufoc’h, Nêm, ive d’hor zicour. Oger-Danoa. Abret pe diveat e vo sur pêet se. Ripus. Bepret e màn Oger e sicour e ligne. Salomon a Vreiz. Lezit Beuvet en peoc’h hac e reot ervat. Hernier. Ne dleer qet e zouffr hep scuilla e oll voad. Richard a Normandi. Mar be lazet Beuvet e vo c’hoas sur brezel. Ganelon. Qementse a verit ar vil traitour cruel. Charlamagn. Ebars ho risq hepqen me bermet se ganêc’h ; Ganelon. Ne meus morc’het ebet, Sir, eus a guementse ; |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/84
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74