Ma carfec’h, va mignon, evit va oblija,
E yafen en ho plaç, ha c’houi deufe amâ.
Ar Geant.
Pardie, va mignon, c’houi a so eun drol den,
Fellout dêc’h-u va marc’h hac ober din disqen !
Me meus ezom va marc’h evit distrêi d’ar guêr,
Hac e rancàn hasta, rac an amzer zo bêr.
Ne zeus qet pell-amzer aboe ma meus-àn bet :
Ma noc’h eus qet unan, me ne ràn van abet.
Mogis.
Hola-ta, va mignon ! berra da dêod afo :
Disqen buan d’an traòn, pe me a tisqenno.
Ma rancàn da bedi c’hoas hepqen eur vech all,
Me a traillo munud evel eun tam qig-sall.
Ar Geant.
Amàn, deus va c’hoste, a zo eul louzaouen
Hac a rafe d’un den crena gant an derzien ;
Ha ma rancàn assur teul d’an douar va zroad,
Me rêi did e c’hrena ; rac-se, divoal ervat.
Mogis.
Alòn ! disqen buan ; ha te glêo, camarad ?
Ar Geant.
Coll a res-te da benn ? Me camarad dide !
Mogis.
Perac ne vez-te qet ?
Ar Geant.
:Perac ne vez-te qet ? C’hoezadennic bue !
Mogis.
Ha te, cos flandrin bras !
Ar Geant.
:Ha te, cos flandrin bras ! Ro peoc’h din, mar doud fur.
Mogis.
Coll a res da sqient.