Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
buhez santez nonn.

hac ez soingaff e bezaf din
Rentaf gracou voar ma dou glin
a griff anterin dan trindet
pan off gret hep gou main laouen
ha ma mab certen duet en bet
ahanen reson eo monet
gant ma mab ganet pan edy
rac nam be blam oz chom aman
pret eo breman monet dan ty
Pret eo deomp euez anhezy
dre sourcy gant ma mab bihan
maz vezo en fez badezet
e gracc meurbet an speret glan
Me oz supli tut an ty man
douguit breman hep ehanaff
an mab bihan heruez an fez
gant carantez da badezaff

hospes.

Deomp comun gant compaignunez
gant cals reson ha guirionez
maz vezo en fez badezet
gant tut guir da bout compizrien
ha comazreset caezret den
pan eo louen leun a quenet
Pan eo dan prellat relatet
hac en diuis quen discret
ez vezo net badezet sur
dre mazeo den bras hac a stat