Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/157

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
buhez santez nonn.
(Benedictio aquœ baptismatis seu fontis.)

Guir dour fourmal principalhaff
ha feunteun mat hegarataff
da benigaf amennaff sur
en hanu an tat an mab queffret
hac an speret glan elanvet
maz vizi bepret caffet pur
Duet gant stat gant an crœadur
da bout badezet golchet sur
duet dre aeur voar an euryen
ha te den dall azeux gallout
ha crocq apret naz vezet douet
Heruez da gallout da souten
A te cret en roe doe ha den
a voue scuiz stanc gant cals anquen
beden maru yen oz da prenaff
ha goude ez duy en diuez
da barn a maru han beo euez
pan duy an dezuez diuesaf

patrini.

An trase parfet a credaf
dizreiff oz doe de avoeaf
euez renoncaff a graff net
da pechet dan dan drouc speredou
da tricheboul an diaoulou
ha do euffrou a glan coudet