Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
miracula.

Hac an eil lem dre guir quemen
A sinifi ez dle dien
sicour an peuryen souten ve
haff ha gouaff hep douigaff gront
oz an re creff, no deceffont
na no foulont e nep montre
An plat a dref an clezef se
a sinifi net gant trette
penaux dreist pep re ez dleaff
bezaff bouzar ouz meurare
hep bout hegredic do rigne
pisaar mar be ez falle scaff
An plat arall ne fell brallaf
a sinifi dren publiaff
ez dle bezaf an quentaf dez
ha cuff hac vuel euel quent
ha delcher hir voar an guir hent
hep foulaf nep meut e hentez
An croas assur pan yscurez
a sinifi hep fazi pez
ez dle bezaf fez anezy
mat ha ten enhaf quentaff can
ha reif e guir dibilif glan
da pep vnan hep souzan muy
Lech an dorn ornet a detri
dre mas astrif a sinifi
ne dle nep remsy variaff
na gouzaf nep stat laquat gou
e lech guir dre stir a guiryou