Pajenn:Buhez Santez Nonn.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
buhez santez nonn.
patricius.

En calon reson pan soingaff
Ha bout inspiret a credaff
gracou a rentaff quentaff pret
Rac me preder lem a breman
dre credancc an contanancc man
gant an speret glan elanvet
me a laeso spacc vng placc net
gant an mab man so diouganet
monet a pret me a preder
tremen gant enor an mor sall
monet hep mar e bro arall
na viziff nep goal ta mallet
Pret eo vn lest e ampresti
euez yscuit merdeydy —
don conduy en Hybernia
ha maziff deia eux a breiz
euit prezec breman an feiz
hac vn locman reiz don treiza

runiter senex incipit.

Runniter aman off hanuet
maz off leun creff a pep cleffet
duet eo an pret maz decedy
coz off ha leun ah a glachar
nemeux na ioa na cuff na car
negon en noar pez a graff