Pajenn:Cadic J.-M. - En oed de zimeein - RBV,1897 (T2).djvu/1
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
POÉSIE BRETONNE
EN OÈD DE ZIMÉEIN
————
É koed er Véronik é hès, é hès un einig roz,
Un einig hag e gan bam noz, d’er poent a hantér noz.
Un einig hag e gan bam noz, d’er poent a hantér noz,
P’en dé en dudigeu iouank guélan én ou repoz.
En einig-sé, dré é sonen, e lavar hemb fari,
É tremén bean er iouankis é raug er gouhoni :
D’er ré e zou é klah ou chanj, e lar é ma rekis,
Ha choéj ou hoant ha diméein, é kreiz ou iouankis.