Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —
Mark

Marc’her Bran, ra vez meulet. Te eo ar c’henta deuz ar ganerien ag ar varzet. Deut so bet d’am guelet avechou barzet deuz ar c’hreiste ho vale bro. Ini ane n’ho deuz va zouellet eveldout. Skouiza ha rent ac’hanon gant diskaniou disket ha hed an henchou. Te a zo hen guirione eur barz ha mestrez ar soniou he deuz roet kuzul did. Gouel an oll dud ha zo hen dro din ha zo c’hoaz mantret dre da ganouennou. (d’he verc’h) Ne ke gwir, Nouella ?

Brann (ho stoui)

Ho trugareziou, prinsez, ha zo talvouduz din.

Nouella ho ruzia.

Ia, ar marc’her ha zo eur barz dreist : hen he enor va zad, grit kass d’ha beorien ar gueriaden eur varikennat chupere hag ar pez ho poa tapet dec’h ho chasseal.

Mark

Komzet-mad. (d’ar servicherezet) Grit ar pez ha lavar dec’h va merc’h, beza eo evit gouir eun nozvez ha levenez : pell-zo her c’hastel-coz hen pehini ar maro deuz da vam muia karet he doa laket kement ha distridiguez, na voa bet ennan eun distro ha laouenidiguez. Ne ke guir va mignonet ?

Ar c’henta Dijentil (ien)

Ar marc’her Brann a so eur gwel ganer.

An eil Dijentil

Ia mez me vije gwelloc’h ganen ar brezel ar chasse, hag ar gourennadegou var varc’h, ar re-ze zo gwir vicheriou tud.

Mark da Vrann

Karout ha rejen he teufez da chom em c’hastel : beza vijez va Barz. Mez ha gouzout ha rez te penoz