Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —
An eil Dijentil

Ha kredi a res-te, he spontfemp rak an dangerou ? Nan certen, mez Merlin ha beo eo c’hoaz ? Kontadennou grac’het koz, paribolennou sot.

Brann

Feiz am meuz, pa lavaran deoc’h.

Marck

Roit peoc’h, dezan heo an enor ! Chanz-vad did, marc’her, hon rekejou mad ha iel da c’heul ! beb mintin ha bem noz ar gouard ha zello ha bell var ar blenen ha pa deuio da lavaret deomp he vezi distro an trompillou ha zaludo ac’hanout.

Nouela de Maguerez

Me bedo bemde evinthan.

Ar Vaguerez

A me ivez va c’hezik.

Brann

Kenavo deoc’h oll marteze da viken, mez eun esperanz ha ne helfet da gompren am zouten, eur vouez burzuduz ha lar din : « Kaout ha ri Merlin ». Otrou Mark, Prinsez, ho trugarekat ha ran deuz an diguemer ho peuz gret din ha mar guellan he tiskouezin deoc’h va anaoudeguez vad.

(Hag he ra eur sell deuz Nouela pehini ha deu ruz).

Kalounek oun. O bezit fizians hen Brann. Ar gounit ha vez dar re ha c’hoanta beza treac’h.

Marck

Kozeal mad ha rez. Kenavo, Doue da tiouallo.