Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


PEDERVED LEAC’H-C’HOARI


Nouela, ar Vaguerez


Nouela

Telen Merlin. A perak ar marc’her yaouank-ze zo eat d’ober eur bromesse ken hardiz d’am zad.

Ar Vagüerez

An ear hen deuz da veza kalounek ha desidet.

Nouela

Penoz he c’hallo hen dizolo ar leac’h meo kuzet ar sorcer ? Pebeuz dangerou n’ha hen ket da redek. Ah ! va zad zo bet hen guirionez didruez ha kriz da gondaoni an den yaouank-ze marteze dar maro. Kement-ze, evit kaout eur benvek koz marteze brudet, mez ha vije tremenet eazet heptan.

Ar Vaguerez

Mez, ha leverer, an delen-ze neo ket hepken eur benvek marvaillus ; beza he deuz ivez eur galloud dreist natur.

Nouela o sevel he diouskoaz

Eur galloud dreist natur ?

Ar Vaguerez

Me, gout ha rez, n’houzon netra, me lavar ar pez ha meus klevet kounta.

Nouela

Deompt da bedi dan orator. Ar gouel-man neuz skuiset ac’hanoun (hen he fart he unan) Hiviziken hen heullin dre ar sonj, var an hentchou poultrennus guelc’het gand ar glao arne, var an hentchou