Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —
Guilcher (ha ia d’ar forniguel)

Pardam die ! Ar stum ho deuz da veza mad, mez amploc’h ha win guenn ha vefe mad ebarz er sauç, ne gredez ket ? (Katel ha lak c’hoaz eur banac’h gwin) Ha neuze gouzout ha rez, Katel, ar gwadiguennou na gar ket beza debred he unan, karout ha ra kaout c’hoaz gantan... petra ? Sell deuz ar gigot maout-ze a velez aze stak deuz an treust.

En distaga ha ra.

Katel (ho c’hoarzin)

Ah lakipot, mez paea ha ri ac’hanon da neubeuta.

Guilcher ha furch hen he c’hodellou hag he tenn oute pejou aour.

Sell zo aze, ha pa ne vo ken ha vo c’hoaz (furchal ha ra he c’hodel all leun ivez) beza vezo deuz ar pejou kaer-ze evit Katel (tostaat ha ra dezhi) mar diskouel beza gentil deuz ar paour kez Guilcher.

Pokad ha ra dezhi.

Katel

Echui ha ri ?

Yvona

Peuz ket ha vez ?

Guilcher

Mez deuz petra (hag he pok dezi ivez) evelse na vo den jalouz.

Katel

Mez, erfin, hag an otrou-ze ?

Guilcher

Eur skouer, eur garantez vraz hen deuz ha gredan evit eur brinsez promettet dezhan da zemezi mar digaz ganthan telen Merlin. Laket meuz anezan var an hent da vont da di ar pot koz, breman n’em dibuno vel ma karo, me zo pinvidik evit eur pennad mad rak kaloun vad en deuz bet evidon.