Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


EIL LEAC’H-CHOARI


Ar memez re. Brann


Katel

En em lakit ouz tol, otrou, c’houi gle kaout naon braz.

Brann

N’em euz ket ha naon, mall am euz den em lakat adare hen hent.

Yvona

Dre eur seurt amzer ?

Guilcher (en he bard he unan)

Sell-ta, sell-ta, daoust hag ar vatez ha defe eun tam c’hoant d’he gaout ; drol he vefe, (da Katel) eun tol ha bevar.

Katel

Ro peoc’h. (da Brann) Debrit hag efit, otrou, eruet oc’h hen penn ho peach.

Guilcher

Abenn divheur aman he vefet he ti...

Katel hag Yvona o c’hober sin ar groaz

Chut !!!

Guilcher

N’ouzon ket ha c’houi ha gavo hen ti ar pot koz eun diguemer evel hen ostaliri-man. Sellid na pebeuz tol lagad. Eun dol servichet mad, guadiguennou, kig maout, gist ha gwin, diou hostizez karantezuz : eur vlondinenn lard, eur vrunez treud, beza zo evit an hol c’hoantchou.

Pokad ra da Gatel.

Net ket gwir Katel guez.