Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —
Katel, mezek

Exkuzit anezha, otrou, eru he mezo.

Yvona

Oh ya, mezo kenan memez.

Guilcher da Yvona

Te ro peoch, soursi kentoc’h deuz an otrou, an ear ha peuz da vlika dezhan.

da Brann.

Ne gavit-hu ket homp mad tre aman, he kichen eun tantat tan ha dirakomp meuzo mad-dreist.

Brann, hep teurel evez

Neuz ket ha voyen da gaout gwelloc’h hostaliri.

Guilcher

Da yec’het hon hostizezet. (efa ha ra hag err ennan) Ah Katel, Katel, eur guir, unan hep ken. Dilezel ha ran va micher ha vrakonier, n’hin ken da redek an hentchou.

Katel, ho c’hoarzin

Hag ha merc’het !

Guilcher, vel pa nije ket klevet

Hag he choman fidel did betek har maro (enennan he hunan) ar maro ! gwir heo an ankou ha samo ac’hanomp heun devez, mez, a drugare Doue, an devez-se nema ket tost.

Yvona, da Brann

Nak hen zo drol, petra leveret ! eur c’hlufan heo, lavaret ra ar memez tra d’han oll verc’het.