Ia, eur guir, eur guir epken : Guilcher ha n’em c’hra hostiz her Bel-Vue, ha pa zistroio han otrou Brann hen hor menesiou he vezo aman vel her guer ; neketa Katel guez ?
Kementse n’int nemet mennoziou. Guelet ha refomp.
Mouzc’hoarzin ha ra deuz Guilcher.
Na c’houi ziskoel beza trist, otrou, debrit eta.
Kinnig ha ra dezan eur plad.
Ma ouefec’h peguement ha hast ha meuz da velet Merlin.
Diouallid, hennez ha zo eur sorser gallouduz hag he c’halloud n’hen deuz ket ha arret : gand eur sin ha ra, an oabl ha deu da veza du, ar luc’het da roufenna ar c’houmoul hag ar gurun da darza. Gant eur zell diontan, loened ar c’hoajou ha n’em denn kuit hen eur yudal ; ar gristenien ho unan evel skoet en eun tol gand poaniou dianavezet ha chom da languissa ha erfin da vervel.
Kement ze, plac’h yaouank, zo paribolennou ouz pere ne allan staga feiz ebet ; goude tout, kousto pe gousto, me rank gwelet Merlin.
C’houi gle kaout ankeniou ha amourousted.