Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —
Yvona, henni he unan

Na pepeuz ear douanet hen deuz ar marc’her, mez peguen kaer eo ! Katel he deuz chans, hi. Me a zo atao va unan ha den ne ra zeblant deuz eur paour kez matez ma zoun.

Distrei ha ra varzu Brann.

Brann

Seblantoud ha rid c’houi ivez beza douaniet ha sorc’hermet, plac’h yaouank, credit he teuio deoc’h amzer velloc’h, marteze he karit-hu dija eur c’houer yaouank benak divardro. Permettid din eta kinnig deoc’h ar yalc’had-ma evit ho sikour da entren hen ho tieguez.

Yvona

Oh nan, c’houi zo re vad en guirionez.

Guilcher

Kemer eta, guinaoueguez ; ha brema pa zomp oll kontant, ha ma kemerfemp eun tam plijadur, greomb eun dro danz mar kirit.

Kregui ha ra hen Katel ha he tol Yvonna etre divrec’h Brann.

Houp ! Houp !

Dansal ha ra. Brann ha sao ne sav.

Brann

He zan d’ho guitad. Doue d’am reno ?

Guilcher da Katel

Na pebeuz gueler caon ! (hean ra da zansal) Arabat controlia ide den ebet ! Dijentil, kendalc’hit da vont gant ho c’hent : kemerit ar c’harant kenta ha zeo, nan, ha gleiz (ennan he unan) va speret zo dallet, ha zisken entre daou venez, me vez guelloc’h ganen ar c’harent-ze, hag hen eun toul-kao, stag ouz ar guerek, he kefed lochen ar potr-koz.