Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —
Brann

Karout ha ran dreist muzul merc’h eun dijentil, ar c’homt Mark, petra lavarfen did anezi ? Hi zo evidon ar bed-oll. He ment zo zoubl evel eur fourdelizen iaouank. Ar c’haera roz n’ho deuz liou ebet hen he c’hever, he bleo mélen ha ra dezhi eur c’heill eol alaouret, hag he daoulagat, ho he daoulagat ho deuz enn donder izlonk da denti ha da chalmi.

Merlin (ho huanadi ha dezhan he unan)

Evel Viviane guechal.

Brann

Gouezet ha meuz kaout rimou da gana gloar he zad hag he c’hounidou diveza er brezel, rimou teneroc’h evit brud-vad kaerder dudiuz he verc’h Nouela, va c’hanouennou ho deuz gouezet plijout dezhan hag hen deuz promettet din anezhi da bried ma c’haljan adkana dezhan va c’hanouennou mez ouz ho heulia var telen Merlin.

Merlin

Telen Merlin, gouzout ha re eta....

Brann

Ar brud, emezan, ha paribolennou koz ha assur penoz Merlin, ar barz brudet, ar sorser galloudek, ne ket maro c’hoaz. O veva eman hen eur c’hoat tenvel, pell pell duhont, hen compagnunez sperejou ha dialou ha zioual he di distro. Te zo nerzuz ha kalounek, essa an avanturaden, klask anezhan, her c’haout ha ri ha digaz din he delen. Me ouezo anaout da dalvoudeguez ha paea ac’hanout deuz an dangerou ma vi bet enne ho rei did va merc’h da bried, ha c’heuz gouezet ober outhi kement ha veuleudi.

Neuze oun eat hen hent : goude beza redet meur ha vro, penoz oun hen em gavet her meneziou