Gouela adare va c’heaz, n’eo ket resounabl. Perak non pas esperout ? Pedet ha meuz er mintin-man Itroun Varia ar Joaiou evit digas deoc’h ha nevez ho marc’her yaouank.
Guelomp, sec’hit ho taelou. An digentil, ho tad, ha zo eru gand he dud.
(Nouela ho c’huanadi ha bok d’he maguerez)
Ac’hanta, Nouela, neubeutoc’h douanied oud hirio ? Guechal da ganouennou ha leunie har c’hastel-koz, brema enpad an deiz, he kendroez gand tristidiguez var ar saoiou-douar, pe he n’em d’alc’hez kloz hen da orator. Peb laouenidiguez ha zo disparisset ac’han. Ar zoudardet ho unan, pere ha chalme neur ober ar gouard dre ho zoniou joaiuz, ha chom sioul, ho sel gollo varzu ar blenen.
Mez, va zad, n’eller ket mouz c’hoarzin na kana da bep poent. Leverit din ha kaer eo bet ar chasse ? Ped bleiz ha ped karo ha zigassit ganeoc’h.