Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —
An dijentil Mark (ouz he rennan varzu ennan)

Perak, merc’hik, kaout sekrejou evit da dad ? Kredi ha rit-hu penoz na meuz me ket divinet ? Nouela sounj hen eur certen marc’her barz pehini hen eur certen devez, hen deuz kanet he c’haerder ha gloar he zad ha pehini ha zo eat da glask telen Merlin. Ac’hanta ! Perak he ouelez-te ! Va buguel, an hent zo hir, adet marteze ha zanjerou, ha ma ne ket Brann distro c’hoas, neuz netra d’enon estoni. Deomp, kemer kouraj, diskouez din eun drem laouen evel guechal, pa deuez, pa c’hen da chasseal, d’am saludi evel stereden sklear ar mintin.

(Pokad ha ra dezi, ha Nouela ha n’em lak var he c’har-neza ha komz ha vouez izel gant he maguerez.)

An dijentil Mark d’he dud

Chasse kaer, neketa va mignonet ?

Ar c’henta dijentil

Kaer meurbet, o Mark, den na elfe ho talvezout da heulia eur c’haro skand na da daga eur pennoc’h-gouez... Doueti ha ran penoz ar marc’her Brann na vo ket ken evruz all hen n’he chasse da delen Merlin.

An eil dijentil

Komzer kaer, kaner kaer, promettour kaer, ne dalvezont ket eur brezellour nag eur chasseour talvouduz. A neuze, goude tout, an delen brudet-ze daoust ha beza zo anezi.

An dijentil Mark

Hen toui he rer.

An eil dijentil

Divar ar paribolennou... mez ar paribolennou...

(Klevet ha rer he pelder soniou eun delen, Nouela ha sav hen eur grenan.)