Dijentil Mark, digaz ha ran deoc’h telen Merlin.
Marc’her kalounek etouez har re galouneka, kemer plas em c’hever, da zillad zo goloet ha boultren, hag ha ziskouel he peuz great eur veach hir ha poaniuz. Rinz ar veren-ze den talvouduz, ha lavar deomp ar pez zo c’hoarvezet ganez.
Guerc’hez, raviot beniguet.
Guelet ha rit va c’hez, petra lavaren deoc’h ?
Varc’hoaz, kerkent ha goulou deiz, ra vo elumet dirak he aoter kant goulaouen koar melen.
Dijentil, ar gontaden deuz va beach hir a vefe hep dudi evidoc’h ; ra vezo avoualc’h deoc’h gouzout penoz goude ho promessa, va c’halon leun ha garantez ha karguet ha esperanz, oun hen em laket hen hent, desidet, kousto pe kousto, da zizolo leac’h distro Merlin. Bet he tom din hen kleuz an traoniennou, bet ha meuz riou var disken garo ar meneziou, mez an env ha hentche va fajou hag ha zo bet trugarezuz em andret pe guir he meuz gallet kaout leac’h distro ar sorser hag ar benvek divin gant pehini he chalme an dud deuz he amzer.
(Tenna ha ra eur son benak deuz an delen.)