Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —
Mark ho sellet outhi

O burzud, goude kant vloaveziou, he c’herden ha zon c’hoaz gand eun ekleo alaouret. Setu me hiviziken perc’hen euruz eun tenzor hep he bar hag ha vo aviet din gand ar rouane ho unan. Va mall ha zo diroll. Brann adlavar deomp eta da ganouennou. (da Nouela) Evruz out ?

Nouela he n’em dol endro d’he c’houzouk

O va zad !

Brann ho c’hadlavared kan ar c’henta arvest

Enor d’an otrou Mark krenn dreist ar re grenva
Pep roue ho c’hoantat burzudou he c’hleze
Vit ma velin he c’hloar hirio vel ma tere
Mestrez ar zoniou kaer deuz d’am sklerijenna.

(En em arreti ha ra ho ankounac’hat ar rimou zo varlerc’h, tenna ha ra deuz an delen soniou klemmuz hag he kan evel hen despet dezan.)

Abardae lorc’huz peb emgann,
Livet gant ar c’huz-eol ruz tan
Ve dizedereat gant ar c’han
D’ar re ve var ho zremen ban
D’ar ganiri treac’h ar maro
A ziskan dre glemmou c’hoero
Hag ha ouel en noz tro-var-dro.

(Nem arreti ha ra spountet.)

O digouez reuzeudik, na meuz sonj ebet ken deuz va c’hanouennou ha c’hloar.

(An dijentilet ha zell outan estonet.)

Mark

Perak ar c’houplajou-ze ha varo ? Lezomp ar re varo var an tachennou emgann ha mar gue red ho enteri (en eur c’hoarzin) ra vo galvet menec’h deuz ar gouent.