Ar gan ha varo-ze ha ra poan din, nouzon ket petra am c’helen, mez aoun ha meuz na erufe eun dra benak meurbet ankeniuz.
Ar stourmerien maro, ledet var ar c’hlazen
Trôet o zrem varzu an në,
Eman gant ar c’horfou golôet ar blenen
Mantel liduz an noz ha gwez didrouz warne.
Pebeuz guerz mantruz ! Peb unan ha oar penoz er brezel he vez tud varo : dijentil Mark ro deomp da eva ha fae var ar gwerziou digonform inouuz-ze.
Brann, De Profundizou ha ganez deomp. Guelomp, ankounac’heat ha peuz da ganouennou ha ouechal ? Te poa n’em dizkwellet, her vech-all, gwelloc’h barz.
Me zo goneet hag evel pa vefen sorset.
N’em lakat ha ra da gana teval he benn.
Eur c’harmaden raouiet a sav a dol en êr
Kerkent eun nijaden pounner
Hag a zisken gant trouz
Al loened du o tont. Deuz-ta brân diratouz,
Sethu did pred leiz-kof, jabadao, c’hoari gaer.
Hen gras, kan deomp eun dra benak-all ; da rimou zo gante c’hoez ar maro leiz ar fri : kement-ma zo kassaüz.