Va c’halon zo skornet gant ar spount : mervel ha ran.
(Ar vaguerez he c’hemer etre he divrec’h)
Den fallakr ! gant da rimou ha c’hac’har, te lak va merc’h da veza klanv. Perak out distroet, perak ne ganez ket evel guechal.
Trugarez.
Kastizit anezan ; teurel ha ra aman ar c’haon hag ar spount.
Me ha zo milliguet ! Merlin hen devoa rezoun. Laret hen devoa din : « Va zelen zo torret he c’herden, n’ello mui kana lorc’h d’ar vlondinezet ha eured, d’an emgannou na d’ar gourennadegou var varc’h. Kaer em befe skei gant va skour aour, va zelen hiviziken ne gan ken nemet ar maro. » Gleet oa din beza refuset ar benvek terrubl. Esperout ha ren bepret penoz va c’harantez ha vije ar c’hrenva, hag he teujen ha ben deuz ar brud didrec’huz-ze.... Grit trugarez din Nouela.
Den fallakr ! Da gan ha varo hen deuz mantret ha rentet klanv va merc’h muia karet....
Na me meuz poan.