Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —
Mark drouk braz ennan

Te c’ha da c’houzanv maro eun den disprijet (d’ar gouardou) Savit har peul-kroug.

Nouela ha nem dibrad kazi simplet

Pardounit dezan, va zad, neo ket koupabl. Kredit ac’hanoun, trec’het eo gant n’ouzon ket pe sort sorcerez mez ha gredan beza spountuz. N’her c’hondaonit ket, her c’harout ha ran gouzout ha rit, hag hen ivez am c’har.

Brann anter varo

O, muia karet, ra viot biniguet deuz ho komzou tener, mez ho tad hen deuz rezoun : meritout ha ran ar maro evit beza spountet ha drouk-livet ho trem dudiuz. Va rimou oan douguet d’ho lavaret n’ouzon ket gand pe seurt drouk-speret.

(Sklepel ra an delen hag he zor)

Mark

Me ne bardounan ket : mont raktal da glask ar medisin d’ar guer dosta gant ar marc’h buanna.

Ar Vaguerez

Doue galloudek. Itroun Varia, sent enoruz, sikourit anezi ! Sethu hi ho vont da vervel.

Nouela muioc’h-mui dinerz, ha denn Brann varzu enni

O karout ha ran ; ar maro ha ya d’hon unani. Va zad, selaouit va c’hoant diveza arok mervel. Deut aman ha biniguit pried ho merc’h.

Mark tenval he benn

Ne bardounan ket.