Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —
Nouela

Me gred, va zad, he teui breman ar peoc’h da rën er vro-man dre ho nerz kaloun hag ho talvoudeguez. Doue ra vo meulet. Ne vo skuliet mui a woad. C’hui chomo tosd din ha ne c’houzanvin mui ha c’hlac’har d’ho sounjal hen danjer.

Mark ouz en em adressi d’an otronez ha d’ar gouardou.

Poent oa kastiza an divez-ze ha gomt Guenoc’h hag he vanden potred hardiz paet gantan ha bemde ho vac’ha va douarou ; gand marc’herien ha soudardet eveldoc’h, ar labour ha oa eazet. Biken, m’en tou, n’ankouezin ar zikour ho peuz roet din : va merc’h ivez ha zo anaoudek ouzoc’h deuz ar zikour presiuz ho peuz digasset din. Breman pa zeo n’em rented ar marc’her trubard-ze, efomp ha bezomp laouen : bezomp ivez eur zonj entrezet ouz ar re zo kouezet maro pe blesset, var dachen ar brezel ! Ar peoc’h ha reno breman, hag ar c’hastel a vezo evel renevezet dre ar joaiou hag ar goueliou, hen pere oc’h pedet holl da guemeret peurz.

Kenta Dijentil

Nag he kleit kaout lorc’h deuz ar brezel-ze ha stag c’hoaz eur fleuren ha enor d’ho kloar.

Eilved Dijentil

Ho prud-vad ha redo dre holl rouantelez Bro-C’hall ha memez her broïou eztrenn.

Mark

Va mignounet, c’houi na efit ket. Grit henor din eta, ha rinsit ganen or podad guin-ma.

      Holl he hefont da yec’het an dijentil Mark.
        Eur c’horn ha zon ha dozt d’ar c’hastel.
        Silaou ha reont holl.