Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —


C’HOEC’HVET LEAC’H-CHOARI


Ar memeuz-re, Merlin


(Oll he zeont adren spountet : arreti ha reont ar gwardou ho tigas Brann. Oll sioul)

Merlin ho sellout ouz Nouela

Ne man mui : ar maro ha zo eur goulou deiz : Perak, o dijentil Mark, kaout truez outhi ? Ha te Brann, ha c’hoant ha peuz da vont ganthi ebars her bez, her bed all hen em gavo ho c’heneou hag ho kalonou, evruz da veza echuet ken abred, ho pelerinac’h her bed-man, c’houi nem garo hen bro burzuduz ar steret.

Brann

O ia, gra din mervel : ne ran forz ouz ar vuez-man, c’hoant ha meuz n’em gaout c’hoaz gand Nouela.

Mark ho reketi

Merlin, sorcer gallouduz, bez truez ouz va glac’har, me haz ped stard, rent din c’hoaz va merc’h muia karet, fizianz ha meuz ennout, stok outhi da skour aour hag oun sur ha teui c’hoaz hen buez.

Merlin ha zell ouz Brann pleguet var gorf Nouela

Den yaouank dievez ! N’hoa ket falvezed did selaou va c’huzuliou pa c’houlennez ouzin presta did va zelen !

Brann

Pardoun ! hen hano Viviane, gra dezhi adbeva, ha rent anezhi d’am c’harantez !