Pajenn:Cadiou - La Harpe de Merlin.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —
Guilcher

Deomp-ni eo, kentoc’h, d’ho trugarekat evit ar pred dreist ha momp ho paouez dibri. Breman he comprenan perak an dijentil Brann hen doa kement ha c’hoant da gaout Merlin. Biskoaz em buez na meuz guelet kaerder par doc’h-ini.

Katel

Ro peoc’h ! Nag hen zo balc’h, exkuzit anezhan.

Brann

Neuz drouk ebet. (Nouela ha hen ha drink ganthe.) Kredi ha ran ho peuz gret, c’houi ivez, ar pez ha oa hen ho sonj.

Guilcher

Ni zo demezet eur miz-zo.

Brann

Guell ha ze. Hag ar plac’h yaouank ha serviche ac’hanomp hag ha zeblante beza ken trist.

Katel

Hi ivez, Dijentil, ha zo demezet dre ma zoc’h bet ken generuz hen he andret.

Nouela

Nin ha ra deoc’h ha dezhi hon guella rekejou ha eurusted.

(Pellaat ha reont).

Brann (da Nouela)

Chetu an noz ho tond hag ar loar ho sevel ha üz d’an aod ha ne sonjit-hu ket he deuz c’hoant sklerraat hor c’harantez, c’houi gle beza skuiz, Nouela, deom don lojeiz.