Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
eur zac'h
Karroz ruil a nevez war hent koant Plougistin.
An eol vel pa vije c’hoant ganthan da c’hoarzin
Euz ar mabik Brosaoz, a strink he dan joauz.
Biskoaz Gaston n’e bet ken zedcr, ken fiziuz.
Gaston
Ac’hanta ! gret hoc’h-euz ho sonj, va zadik koz ?
En hoc’h em euz tizianz. Ho kir fell din fenoz.
Loranz
Kavit mad, me ho ped, aotrou va digarez,
N’am euz gir da ziskoulm. Mar plij d’ho madelez,
Ivona a gomzo ; me na rin met silaou
A pez a lavarfot diraz’oun sioul ho taou.
Gaston
Dimezel Ivona, ni n’em garrie gwechall ;
Ha droug e vefe d’in, va mignounez, sonjal
Pe dalc’het evid’oun eur plaz en ho kalon ?
Ivona
Galloud a ran anzao, hep mez, aotrou Gaston,