Pajenn:Cadiou Ivona.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
5

gar ker awalc’h da laouenad ar bed ; hag er goumanand, mar plij, ne ve ket bemdez eureud penherez.

Evel m’am euz gret va zroïk en Breiz-Izel, o tont hag o vont dre an henchou, pe c’hoaz goude koan, en eur gounta e giz an tad Loranz, perlez alaouret mantel an noz en he gander, evel-se em euz kavet adarre, tamm aman, tamm aze, peadra da gempen va Ivona.

Ar pez hellan kovez a vouez huel dirag an holl eo em euz displeget pen-da-ben kreden va c’houstianz e pehini am euz c’hoant — nan da vervel — mez da nijal en eur vuez koantoc’h evid houman a stlejomp en draounien a zaelou.

Ia ze eo va c’hreden, va c’hoant, va esperanz, en despet d’ar bac’hadou a gouezo war va chouk evel taoliou kleve en dour.

Ma na blij ket va marc’hadourez, evit c’hoaz, da eur rumm bennag, n’oufen petra ober d’hei.