Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
bevet al liberté !
Loranz
Nan, va merc’h ; bez dizoan, ha pedomp evitho.
Antronoz, gret he val, lugernuz he voto,
Gwisket he dok, he zae, he gouriz nevez flamm,
Laou betek ti ar mear ne ra nemed eul lamm.
Ar C’hure d’ar Mear
Ha c’houi blijfe rei din eun testeni dre skrid
Z’oun eun den a zoare ?
An aotrou Mear
Daou ha tri, mar kerit.
Mez, petra a nevez ? Ha c’houi zonjfe kwitad
Ar barroz e p’hini hoc’h d’an holl deut ker mad ?
Laouik
Ia zur ; da vihana, aotrou, vit eun nebeut.
Silaou ! Krosmol en ker warlerc’h ar person treut...
Chon a red da genta da gelen ar person