Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
un dimez e brezounek
Loranz hag Ivona doa digoret ar glouet,
Ha Laou ebarz ar park, e trog eur peuri louet,
En em bourve founnuz euz peuraj ar c’houeka
A gav eno a leiz kalounek da baka.
Lartad a ra bemde evel eul logoden
Sioul en eur zac’had bleud.
Petra servij d’an den,
Emezhan, kaout madou, ma choum evel eur peul
Etouez an dud meuluz elec’h monet d’ho heul ?
Grimp eta pez zo red ; Doue hom zikouro ;
Ha raktal he galon a nij war zu he vro.
Ha kerkent all e skriv da Loranz vit goulen,
Hep tam troidellad, an dornik voulouz gwen
A briz, a gar ’n tu all da gement tra krouet.
Et al lizer da Vreiz setu ar paotr tristet ;
Ne well, ne gleo netra ; evit ia laro nan ;