Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
eur chapel katolik-koz en breiz-izel
An Dero koz brema lorc’h ennhan gand he vab
He c’half, vel an dud all : mabik henan ar pap.
Ivona leshanvet Keritron ar Genkis
D’abardae pemdez a zisk ar c’hatekis
D’eur rummad bugale, ha d’ar sul ’nhi gichen
E kanont holl salmou epad an oferen.
Ivona, Ivona, koulmik koant ouz an ee
Ha binniget ganthan, war da zaoulin hirie
A welomp gand eurvad eur pennik alaouret
O rei he c’hoarz kenta d’he dud hen kar meurbet.
Oh ! mar goa brao gwelet warlene an elik,
He vleo melen etal re wen erc’h an tadik,
Oc’h ober war e vrec’h lammoïgou a stad,
O planta he zornik ’nhe c’hinou, ’nhe lagad,
Hag heman sederik o kinnig c’hoaz d’an el
He varo da sacha a sach kement a c’hel...