Teir zun choumaz Loranz hep lakad troad e mez.
Ar sivi deuz kresket, al lapouz gret he nez ;
Ar rozen digoret hi deliou dudiuz ;
Dre holl, Even gwisket he gaerdet ker joaüz.
Ar foen barz ar prajou, zo koantik da welet ;
Ar parkeier glaz-griz vo prestik alaouret ;
Kerez, koper, gregon, ra plega ar brankou ;
Iec’hedou vo evet gant chist ar verjezou ;
E pardon Béaj-vad a ruillo levenez,
Ha zur, da Foar-an-Nech vo laouen Montroulez.
Mez distroomp d’hor maout. He spered da Laouik
Oa gant Loranz, oh ! ia ; ha marvad eul lommik
Gant Ivona. Gwall hir e kave an amzer ;
Ne wie pelec’h tréi, na pe seurt stum kemer.
Petra c’hoari ganez, c’houlennaz e person,
Eun devez war lost lein ; ha klanv ve da galon ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .