Pajenn:Cadoret - An diou vamm-goz, 1914.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


An diou vamm-goz


————


Er bloa 1870 e oa. Du-ze, en-dro da vro an Alzas-Loren, e-lec’h ma stourm er mare-man hon soudarded kalonek, hon zud koz en em ganne ive. Ar memes karante-vro a verv hirie en hon c’hreiz a entane o c’halon hag a nerze o brec’h a-eneb ar gwasker fallakr a zo adarre hon hini. Ar gouanv a rene. Abaoue pell zo an enebour en doa dastumet e nerz brasan endro da Pariz ; koulskoude, er Zav-heol, eul loden eus hon zoudarded a gendalc’he da stourm eus o gwella.

Serr-noz e oa. Eun toullad aneze, renet gant eul lutanant, a glaske eur goudor evit tremen an noz. Eun avel-sil a c’houee ha, war an douar skornet, an erc’h en em lakeas da gouean munut ha sklaset. Soudarded ar Frans n’o deus biskoaz kollet kalon a-rôk ar c’houlz ; koulskoude, dienez ar re-man a oa ken bras ma c’houljont holl chom a-zav e-lec’h ma oant.

— « N’hellomp ket tremen an noz dindan eur seurt amzer, eme ar mestr ; maro e vefomp holl a-raok arc’hoaz ar beure. Arru omp tostik d’eur gêriaden merket aman war ma c’harten. Eno e kavfomp, da vihanan, eur goudor hag eun tammig plouz da astenn hon izili. » —

Kennerzet, pep-hini a adsammas e zac’h hag a-benn nemeur e tiflukas e-touez ar gwez eur gêrig distro, goloet gant linsel gwenn ar gouanv.

Eur sklerijen a bare dre ar prenestr.

— « Sell, tud a zo, eme al lutanant souezet. » —

Dibôt a wech e kavent war o hent kêriadennou diflach. Roud ar brezel a oa dre-oll. An tier na vezent ket devet a veze peurvuian dilezet. Kement a c’halle a dec’he rak a gwasker digalon.

Ar mestr gant daou soudard a dosteas d’an ti hag a skoas war an nor. Den ne respontas. Skei a reas a-neve. Grik ebet… Neuze gant e fuzul e vountas warnezi, ha setu aman an dôlen a skoas o daoulagad :

Azeet war an oaled, eur plac’h koz, diskabel ha diarc’hen, a oa beuet en he daerou. Gwech, he c’hlemmou a garge an ti hanter-sklerikennet ; gwejou-all, e kroazie he diouvrec’h hag en em lakae da ganan goustadik eul luskellerez karantezus.

An tri soudard a voe teneraet.

— « Diskiantez eo, eme unan ; paour kêz koz ! »

— « Oad ma mamm-goz, eme egile, o sec’ha e zaoulagad. »

— « Demp tre e-barz, eme al lutanant ; red eo d’imp. »

Da drouz o boteier ar vamm-goz a zavas he fenn. Sevel a reas evel eun tenn hag eul luc’hedenn a stravilh a dremenas en he sell, met, oc’h anavezout soudarded ar Frans, e lôskas eur griaden a levenez hag, o tostaat oute, en em dôlas d’an daoulin, o ouelan, o c’hoarzin hag o pokat d’o daouarn.

— « Petra ’zo, mamm-goz ? savet ’ta ! »

— « Moris, ma mab bihan, a zo lazet !… gante, er brezel. C’houi hen rento d’in, kuita, ma mabig ? »

— « Ya, ya, mamm goz, bezet dinec’h ! Roet d’imp eun tamm bara. »

— « N’eus ken ! eme ar baourez, hag he zell diskiantet gant ar glac’har a rae tro he zi dilezet. »

Neuze, ive ar re-all a reas eur zell en-dro d’ê. Tôliou drailhet, presou digoret, boutailhou bruzunet,… en pep korn, roud an dismantr hag an drailh !

— « An dud goue, eme al lutanant o serri e zorn ! Pegouls, eta, e c’hallfomp o flastran ? »

E keit-se, ar vamm-goz, harpet ouz an dôl, a oa en he sonj hec’h-unan. Souden e savas he fenn hag, o tremen he dorn war he zal, evel o klask he memor, e krogas e brec’h al lutanant.

— « O gwelet ho peus, emei ? »

— « Pegouls, eme heman ? »

— « Hirie ’ta ! Du-ze emaint er gêr dosta… O gwelet am eus ! Deut ganin ! » — Ha dija e kerze ’trezek an nor, eur mousc’houarz war he muzellou.

An tri soudard en em zelle.

— « Diskiantez eo, eme unan ; n’eus ket van d’ober diouti. »

— « N’ em dromplet eo marteze, eme unan-all. »

— « Nan, nan, eme an hini goz ! Ar brusianed fall o deus lazet ma Moris. Du-ze ’maint. Deut hardi ! » - hag e zell a oa eün, he stumm a oa gwirion.

— « Demp da gavet ar re-all, eme ar mestr. » — Daoust ma oa karget d’o ren, e selle anê evel breudeur ha stank e c’houle o ali.

Ar re-man a oa krog gant o zamm pred. Lod a c’houee tan, lod all a denne plouz da gas d’ar c’hrevier. An nec’h a deuas en o zouez gant kelou ar rener.

— « Petra d’ober, eme heman ? Skuiz-maro omp, hag ezomm en deus pep-hini ac’hanomp eus an noz-man da repoz. Met, diouz an tu-all, mar deo gwir an dra-ze, ma vezimp dizoloet a-rôk an de, kelc’hiet, bruzunet, pe, a zo gwasoc’h, prizoniet… Gwell e vefe marteze mont da zoupren anê. »

— « Mont da welet, red mat eo ! »

— Ha kerkent an holl a zo war zav. An hini goz a gemeraz ar penn.

An erc’h a goueze breman stankoc’h evit biskoaz hag ar frim a galede ouz bleo ha baro hon zoudarded. Ah ! pegouls, eta, e vijent c’hoaz pep-hini en e vro, dastumet gant e diegez en-dro d’eun oaled gwrezus ?… Met ar fallaen ne badas ket, ha, pa digouezjont, a-benn eur pennad dale, a-hed gwel d’al lec’h a glaskent, hini ne zonje en e boaniou ; envor an trec’her milliget a entane o c’halonou gant ar gounnar.

— « ’N ho sav eur pennad, eme al lutanant… Sur oc’h eo aman emaint, emean d’an hini goz ? »

— « Ya, emezi. »

— « Chomet aze holl, eme ar mestr ». Hag, o kemer daou soudard, e pellaas goustadik.

Du-hont, e-touez ar gwez, eman ar gêriaden ; e penn ar park-ze eman ar bali a gas d’an ti…

Dao !… a-raok m’o dije bet amzer da welet den, eun tenn en deus straket ha diskaret unan eus ar zoudarded d’an douar.

Dihunet gant an taol, an holl Alamaned er gêr vihan a zo savet en spont. Ar mestrou a ro urziou prim ha pep-hini a glask e lec’h d’en em zifenn eus e wellan, rak, int-i ivez, n’int ket niverus. Met n’o deus ket amzer evit-se. Ar re-all a zo warne gant o baionetez. Eun bebeut tennou a sklok e-kreiz an denvalijen. Hag e klever a-greiz-oll eur griaden : « Paouezet ! Paouezet ! bevet ar Frans ! » Spouronet-oll, an Alamanted a zo en em rentet.

Soudarded hon bro en em anavezas. N’oa den kollet nemet ar soudard a oa bet losket outan an tenn kentan gant ar « santinel ».

E keit-se, petra ’oa deut ar vamm-goz da vean ?

Pa zeuas ar zoudarded da zevel korf o mignon, e kavjont anezi daoulinet en e gichen, dinec’h mat ouz ar pez he devoa graet hep goût d’ei. E benn a oa ganti war e barlen hag e vouskane d’ean gant karante.

— « Kavet eo ma mabig, emezi evurus ; anaveet am eus e vragou ru. »

— « Mamm-goz, eme eur vouez izel, izel. »

— « Penaos ? n’eo ket maro, eme an holl en eur vouez, evurus. »

Siouaz, o levenez ne badas ket. Ar zoudard yaouank, tizet en e gof, a reas prestik eur zell en dro d’ean ; war e vuzellou e teuas ar geriou " Mamm goz, ma Doue ! » hag e tremenas.

D’ar mare-ze, en eul lochennig a Vreiz-Izel, eur plac’h koz a oa daoulinet war an oaled o pedi hag o hirvoudi.

— « Ma Yannig, ma holl zouten er bed-man, maro eo pell a zo moarvat, maro hep ma c’hallan zoken bezan en e gichen da zigemer e hirvoudou diwean. ma Doue, bezet true ouz ma mabig ! »

Ne zonje ket, ar c’hêz plac’h, penôs he mab bihan, d’an eur-ze end-eün, a grede, en eur vered, anavezout e vamm-goz a Vreiz-Izel e plac’h koz an Alzas ha penôs houman he devoa sonjet kavout er Breizad yaouank he mabig muian karet.

Doue, en e vadelez, en devoa rentet war an dro he mab-bihan d’ar vamm-goz hag e vamm-goz d’ar mab-bihan.


KOULMIG ARVOR