Pajenn:Cadoret - An heritourez, 1912.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HERITOUREZ
Pez-c’hoari en eun arvest evit merc’hed


————


c’hoarierien :

AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;

 JULIE, 25 vloa
 LOUISA, 22 vloa
an diou verc’h gwisket
evel o mamm ;

ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;

ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.


Ar pez a dremenn e Pariz, e ti Bretonezed divroet, gwerzet gantê o zammig peadra evit mont da fritan paourante d’ar gêr vras.

DIVIZ I


ANNA

(hec’h-unan, o renkan plajou en eur zal paour hag êret fall).

Ma Doue !… laret eman hirie gouel santez Anna, ma maeronez, ha n’em eus ket gallet mont d’an oferen. Ar gentan gwech eo d’in mankout aboue ma ’z oun en oad da gomprenn pep tra. A ya ! mes gwechall e oan gant ma mamm e Breiz-Izel, ha, mar n’an bije ket sonj, hi a lake evez da zigas din. « Allo, Anna, emei, war droad ! D’an oferen e vo red mont hag al labour a zo d’ober. »… Hag e saven, ha, d’ar vourc’h ! Siouaz, an amzer gaer-ze a zo tremenet. Daoust ma ’z oun aman e ti Bretonezed, aboue c’houec’h miz ’zo, n’em eus klevet roud ebet a oferennou. Klevet en boa pell-zo ne oa ket gwasoc’h tud e Pariz evit ar Vretoned, ha n’am eus ket poan o kredi. Evit bepred, ma itron grignous-me na kennebeut he diou strinkel verglet na c’houlont ket santout treo evel-se.

(Eur pennad eman hep komz).

O la ! eun oferen e Breiz-Izel, kaerat tra ! drest-oll oferenn santez Anna… Ar c’hantik-man a veze kanet bep bloa :

Enor, enor da zantez Anna !
Meulomp, meulomp ar vamm ar wella !

Sell, ar gentan gwech d’in da ganan aboue ma ’z oun aman. Gwir eo, aoualc’h am eus d’ober bemde o harz da vean debret en beo gant ar beorien heoliet-man, c’hoant d’eze d’ober o bras, goude bec’h awalc’h o skoulman an daou benn gant mont tost ganti.

(Huanadi a ra).

A nan ! n’oun ket evurus sur, ha, koulskoude, pa felle d’am mamm harz ac’hanoun da vont da Bariz, ne c’houlen ket he c’hredi. Keun awalc’h am eus breman, ’met kredi mont endro a zo stard…


DIVIZ II


(Julie o tont en ti evel eur barr-avel ; gwisket eo e giz eur gomedianez : he dremm a zo fuloret.)


JULIE

Petra an daonet ha deus houman da zarmon evel-se e lec’h ober he labour ?

(Anna a ra eur zailh ken ma koue ar plad eus tre he daouarn war leur an ti, bruzunet.)

ANNA

O ma Doue !

JULIE

O, o ! Ne felle ’met se ! Rivinan ’ray ac’hanomp. Peizantez bleup, strouilhenn vil, penn-beuz ’zo ac’hanoc’h ! Sod oc’h pe vac’hagnet ? … Han… Komzet ’ta ! N’oc’h ket mut da vihanan !

ANNA (o krenan).

Dimezel… na oan… Kredet…

JULIE

Kredet, kredet petra ? Kredi e paefet ar plad ze a ran, ha hep termal ! Rak, evelkent, n’omp ket o klask mont da astenn hon dorn war digare plijout d’eur vatez diweat, n’heller ket zoken laret eur ger gallek d’ezi, n’eo ket ’vit en em viskan herve ar c’hiz !

ANNA (gwapaüs).

O mar deo ar c’hiz a hanvet ar billig-arem a douget war ho penn hag an hual a zo war ho tiouhar, mar deo ar c’hiz ar gregach saoud a glevan ac’hanoc’h o trailhan awechou, e laran d’ac’h hep aon eo gwell ganin ma giz eget ho re.

JULIE (ha dorn savet).

Serret ho peus ho kenou ? Ha dioustu ! Sell aze ’vat… Aboue pegouls, mar plij, eo deut ar c’his d’ar mitizien ober kentel d’ar vistri ?

ANNA (o vousc’hoarzin)

N’ouvean ket Mes n’eo ket deut a-rôk ma oa ezomm anezi.

JULIE (er-maez anezi hec’h-unan).

Serret ho peus ho pek hag aet oc’h er-maez !!

ANNA

Mes, demezell…

JULIE

Er-maez, er-maez ! Ha prim !… Ha pevar real aman evit ar plad torret.

ANNA

Pevar real !

JULIE

Pevar real hag er-maez !

ANNA

Lezet ac’hanon da vihanan da zerri ma flad, evel eman ; rak ker eo pep tamm ’vat !

(Plega a ra da zerri an tammou.)

JULIE

O, an dra divergont !

(War ze an nor a zigor ha Louiza a deu er zall, gwisket en eun doare fentusoc’h c’hoaz eget he c’hoar. Eur pakad lizeriou a zo en he dorn, hag he dremm a zo laouen evel an heol.)


DIVIZ III


LOUIZA (da Julie)

Petra ’zo arru gant houman adarre, da insulti ar plac’hig kêz-se ?… Er-mêz !! Me lar-me nan ey ket.

JULIE (glas).

Ha perak, mar plich ?

LOUIZA

Perak ha perak !! ’Teus ket mez bean ordinal war gorf eur plac’hig ken dous, ken tener, ken jentil ?

ANNA, (anaoudek).

O ! demezel Louiza…

JULIE (droug enni ken a gren)

Eus a belec’h e tiskennez ? N’eo ket te eo an hini a espern anezi peurvuia… Ha neuze, petra ’teus da voutan da fri aman ?

LOUIZA

Petra ?… Fe, Kement a wir am eus ha te ’vat, ma flac’h.

JULIE (ru-tan)

A dam avat…

ANNA (o Krenan)

’N hanv Doue, dimezelled…

LOUIZA (da Anna)

N’az pez aon ebet, Annaig kêz, ha na rez vann ebet ouz an dra-ze, rak ma lar-me e chomi aman ha zoken e vo kresket da bae d’it.

ANNA (o juntan he douarn

Ha gwir ?

JULIE

O, kement-man ’zo re grenv !

LOUIZA (da Julie)

Rei a ri peuc’h… (Da Anna) Pegement ez out paeet ?

ANNA

Pemp skoued ar miz,… maget treut ha tommet fall.

LOUIZA (o pasaat)

Mat, mat sur !… Ma, hiviziken ez pezo ugent livr ar miz ha…

JULIE (o lammat gant Louiza)

Serret e teus da c’henou ? Moarvat, n’eo ket te a zo mestr. Bean ’out ?

LOUIZA (da Anna, hep ober vann eus Julie).

Breman, kerz d’ober da labour ha bez dinec’h. Mar torrez eur plad bennak, eur wech an amzer, ze ’vo gounid ar marc’hadour.

ANNA (o vont kuit)

Trugare, demezell… (Outi hec’h-unan). Gwelet ’peus biskoaz kemend-all ? Aet da ’n em gompren breman e tud evel-se.

(Mont a ra er-mêz).
Da heuilh
KOULMIG ARVOR.