Pajenn:Cadoret - An heritourez, 1912.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HERITOUREZ
Pez-c’hoari en eun arvest evit merc’hed


————


c’hoarierien :

AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;

 JULIE, 25 vloa
 LOUISA, 22 vloa
an diou verc’h gwisket
evel o mamm ;

ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;

ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.

PLAC’H AL LIZEROU



DIVIZ XV


(Anna o tont er zall goustadik en eur zellet en-dro d’ei).

Daoust hag aet int er-maez ? Ya, dre c’hras Doue… O, siouas ! (Oc’h azezan war eur gador) ya gwelet ho peus biskoaz kemend-all ?… ’Peus ket, a dra zur, na den beo ebet ivez ! N’eo ket eun ti eo heman, mes eun ifern. Ya, sonjet pesort andellou a reont d’in… (O lakat he fenn etre he daouarn) o, ma bro goant Breiz-Izel, o ma mamm garet, na me ’garfe c’hoaz ho kwelet !

EUR VOUEZ DRANT A GAN ER-MAEZ :

Pa oan yaouank e ti ma zad,
Ma flijadur a oa dalc’hmad
En koajou Breiz, maluron,
Mont da vale.

ANNA, o sevel he fenn

Petra, petra am eus klevet ?

AR VOUEZ A GAN ADARRE :

Eun de, siouaz e komeris (diou wech)
Penn an hent a gas da Bariz
Pell a goad Breiz, maluron
C’h ên da vale.

ANNA, o tridal

N’en em dromplen ket. Brezoneg, brezoneg a zo ganti (Selaou a ra c’hoaz.)

AR VOUEZ, TOSTOC’H :

Siouaz, e lec’h evurusted,(diou wech)
N’em eus kavet ’met poan-spered !
Pell a goad Breiz, maluron
C’houerv eo bale.

(Anna a zav evit mont da velet, mes ar vouez a gan adarre ; chom a ra da zelaou.)

Mes komprenn a ran ar gentel,
Distrei a ran da Vreiz-Izel ;
En koajou Breiz, maluron
Dous eo bale


DIVIZ XVI


(Anna, Annet).


ANNA, o redek da doull an nor

Petra ?… Piou ?… O, te a zo aze, Annet !… Gwell-laouen out… Sell, da valodenn ! Pelec’h ez evel-se ?

ANNET, er-maez

Pelec’h ? Da Vreiz-Izel, ma flac’h kez !

ANNA

Da Vreiz-Izel ! Mont a rez d’ar gêr ?

ANNET

Ya, ha n’eo ket ’rôk ar c’houlz.

ANNA, oc’h huanadi

Deus en ti eun tamm bihan, Annet.

ANNET o tont en ti

Kement a laret Kenavo d’it mignonez, rak poent eo d’in kemer an tren… (O chom ’n he sav hag o sellet en-dro d’ei) Da unan out ?

ANNA

Ya, ya, a drugare Doue… (Goude eur poz) Jezus, Annet, na te ’zo evurus !

ANNET

A, ya ’vat, merc’h kês ; hirie ez eo savet an heol a du ganin. Sonj am eus da douch eun heritach a bevar-ugent mil lur !

ANNA, o juntan he daouarn

Pevar… ugent… mil… lur, santez Anna !

ANNET

A-berz eur yontr d’in. Eur chans eo ha na gonten ket varnean evit c’hoaz.

ANNA

Pegouls eo arru ar c’helou ganit ?

ANNET

Mes dioustu, ’ta ! ’Teus ket klevet ? Koulskoude unan eus da dimezelled he deus digoret ma lizer… Plac’h al lizerou he devoa en en dromplet hag e sonje d’ezi eo evidout e oa al lizer.

ANNA (’n he sonj hec’h-unan)

Eul lizer evidoun !… Pevar-ugent mil lur … Gortoz, gortoz ! A, breman ’welan, breman komprenan !

ANNET

Petra ?

ANNA

Ya, ya, skler eo an treo d’in breman. O, an ter drompen !

ANNET

Mes, lavar din petra da vihanan !

ANNA, O c’hoarzin.

O, ma merc’h paour, biken ne zonji pegen fentus eo an taol-ze. Mar ’tije gwelet an ter strakell-ze… ma mestrezed,… oc’h ober ton d’in ar c’hreisteiz-man, mar sonjfes pe sort ardou a raent d’in : « Annaïg », a lez-man, « Annaig », a lez-hont… ; ober d’in mont da dibri gante,… serviji ac’hanoun, … pokat d’in, ha me ’oar ! Boemet e oan gante, ha n’ouveen petra da sonjal, pan arruas ar borzierez d’ober klask war eul lizer bennak a oa sanset d’in,… da hini breman, welan,… hag a oa bet digoret gant ma lakezenn.

Mar ’tije gwelet pesort penn a rae an dimezell-ze o tispakan al lizer. mar ’tije gwelet penôs e oa koueet o c’herc’h war o segal, o klevet komjou ar plac’h-se ! Na oa ket aet kuit met a boan, ma oa chenchamant kantik. Boutet e voen er maez gant an hanoiou dereatan, hep na ouien petra a oa krog enne nag eus a belec’h e teuent.

Komprenn a rez eveldoun, marvat ; ar re-ze a zonje eo me a oa an heritourez vras-se hag e oant krog dija da flouran ma yalc’had… Lar ha n’eo ket fentus a-walc’h an dro-ze ?

ANNET, o tirollan evel he c’hensortez

A, eo avat, kement-se n’eo ket fall. Talveout a ra ar boan bean kontet. Kenta tra a larin pa vin arru a Breiz e vo ze… O, an ter lousken !… Da laret eo, o brud vat ne vo ket a waz tamm ebet ; anaveet int pell zo evit pez ec’h int hag e Pariz hag a Breiz,… nemet, memes tra, ze n’am bije kredet biken evelkent, o la la… (O sellet ouz he montr) mes, pa zonjan, Annaïg kêz, poent eo d’in mont ;… mankan a rin ma zren… Allo, kenavo. Ro eur pok d’in.

ANNA, krenn

Kenavo ebet !… Me a zo ivez o vont ganit. Me ivez a zo o vont da zistrei d’am bro.

ANNET, o strakal he daouarn

A ya, ze eo ! Deus ganin ! Deus d’ar gêr ; na chomez ket en toul-man da vervel.

ANNA

Ma fak, hag en-dro ! (O kanan)

Da goajou Breiz, maluron
Demp da vale.

(Mont ha dont a ra dre ar zall, o klask ar pez a zo d’ezi. Annet a vouskan. Souden an nor a zigor hag an itron a zeu en ti, kounnaret).


DIVIZ XVII


(Ar memes re, ar vamm)


AR VAMM, o vont trezek Anna

Petra ’peus c’houi da furchal ma zi-me, laerez ’zo ac’hanoc’h ? Aman eman ho plas ? A, er zall e tigemeret ho mignonezed ?… E gwirionez, kement-man n’ eo ket fall… (O hejan anezi) deut oc’h d’ober ho labour ?

ANNA sec’h

Itron, mar plich…


DIVIZ XVIII


(Ar memes re, Julie, Louiza)


JULIE, o tigouezout

Petra zinifi kement-man ? Petra ’zo a nevez, mamm ?

LOUIZA, o tigouezout ivez

Petra ’zo… (O welet Anna hag he mignonez) a bon avat ! ar zalliou a zo graet evit Ar mitizien breman, war a welan.

ANNET, o sellet en-dro d’ezi gwapaus

A houman eo ar zall ! O, fe ’vat, n’eo ket re gaer evit mitizen ; dereat eo d’ober eur c’houldri…

LOUIZA

Han, petra ’lar houman ?

ANNET

Laret eo dereatoc’h lakat er zall eur vatez savet mat evit eun dimezell savet fall.

AR VAMM

Panôs, savet fall ?… Ma merc’hed a zo savet fall !!

ANNET, sioul

Ma gred d’in penôs an hini a zigor lizeriou an dud-all, n’eo ket hanvet eur plac’h savet mat e bro ebet.

LOUIZA, o ruzian

Petra ’lar ar radoterez-ze ?

JULIE, da Anna

D’ober petra e chom houman da furchal an treo aman ? Aet oc’h d’ober ho labour ?

ANNA, o vousc’hoarzin

Breman ’z eun eur ne gomzec’h ket evel-se !

JULIE

Han !…

ANNA

Pa zonjec’h lodenni ganin eur yalc’hadig aour a bevar-ugent mil lur. Allaz, c’houitet oc’h !

ANNET

Mar sonjfent eo me an heritourez evurus-se, marteze e vefent teneroc’h ouzin evit nan int. JULIE ha LOUIZA Penôs, c’houi ’n hini eo ?…

ANNET, o c’hoarzin

Ya, merc’hed, paour. Me eo zur ! N’ho peus ket c’hoant da rei eur pok d’in ?

AN DIOU C’HOAR, an dour en o genou hag o tostaat da Annet.

Penôs eo digoueet an heritach-se ganec’h-c’houi ?

ANNET

Gwell en dije graet kouean ganec’h, kuita ?

AR VAMM

En gortoz e oac’h dioutan ?

ANNET, o vont ’trezek toull an nor

’N em vesket eus ho pemp krampouezenn, mar plich ; ha lezet ma c’hont ganin. Kement-se n’eo ket hoc’h afer… (Krenvoc’h) Allo, Anna, arru out ?

ANNA, hag he deus graet he fakad, e-pad an amzer-ze.

Ya, ya, arru oun.

AN TER ALL distroet

penôs, Anna, petra ’laret ?

ANNA, o saludi

Kenavo d’ec’h, itronezed,

AR VAMM

Kuit ec’h ez ?

ANNA

Ya, mont a ran war ma c’hiz d’ar vro n’ am bije biken kuitaat, bro ar garante hag al lealded.

ANNET, diwar an treujou

Distrei a ray p’he devo eun heritach da douch. Neuze, herve kont, ez eo brao bean en-dro d’ec’h.

JULIE, disprizus.

Graet hon gourc’hemennou d’hon c’henvroïz.

ANNET ; o tistrei rok

penôs, n’eo ket a-walc’h d’ec’h bean aman dizenor ho pro, hoc’h eus c’hoant e ve kaset ar c’helou mantrus-se d’ho kenvroïz ?… Nan, nan, aman eman ho lec’h. O koll bugale eveldoc’h, Breiz-Izel n’eo nemet a well. (Mont a reont er-maez… An ter-all a chom eur pennad d’en en zellet.

(Da heuilh)
KOULMIG ARVOR.