Pajenn:Cadoret - An heritourez, 1912.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN HERITOUREZ
Pez-c’hoari en eun arvest evit merc’hed


————


c’hoarierien :

AN ITRON PISMIG, ar vam gwisket en tog ;

 JULIE, 25 vloa
 LOUISA, 22 vloa
an diou verc’h gwisket
evel o mamm ;

ANNA, o matez, 20 vloa, gwisket en Breizadez ;

ANNET, eur vatez all, Breizadez ive.

PLAC’H AL LIZEROU



DIVIZ XIX


(Julie, Louiza, ar Vamm)


JULIE

Peuc’h ! nag a jal gant diou vatez ! Fentus eo !!

LOUIZA

Ha Breiz, ha Breiz !… Fe vat, me n’em eus keun ebet d’ar vro dreut-se.

AR VAMM, drist

Ma ! bugale ; me lar d’ec’h, e karjen ober evelte !


KOULMIG ARVOR.