Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BREIZ
Niveren 9 — 3 Gouere 1927
AR FALC’HERIEN
gant Koulmig ARVOR
————
Ar gouel kaer a vo grêt en Rostrenn, ’benn an 21 a viz gouere, a zigaso da zonj, — ha grêt eo evit ze, — eus ar varzez Koulmig Arvor, Filomena Cadoret, e teu an envor hag ar c‘heun a zo d’ezi da greski, dre ma tizroer war he buhe ha war hec’h oberou.
Kerneviz holl a deuio da lidan eur gouel grêt evit meuli eur bugel d’ê hag he devoa roet da « veneiou Kerne » he c’halon hag he mouez, eur vouez seurt a zo bet klevet nebeut o tiston en yez ar Vretoned.
Bep sun, adalek breman, e vo kavet
aman unan eus he zoniou, darn koz
moulet, darn all ha n’int ket bet moulet
biskoaz.