Pajenn:Cadoret - Bleuniou a garante, 1913.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


BLEUNIOU A GARANTE


————


— « Ac’hanta, Jobig, pelec’h ec’h êz ken laouen ?… D’ar c’hoad adarre, kuita ? da glask bleuniou ha mouar du ? »

Jobig a respontas dre eur mousc’hoarz kalonek, hag, en eur c’houitellat eun ton d’ezan e-unan, e kendalc’has gant e hent.

— « Paour kêz Jobig, eme ar pôtr yaouank a gomze outan ! Doue a ro konfort ha plijadur da bep-hini herve e damm skiant, war an douar-man. »

Jobig ar C’hoajou, — eul leshano savet d’ezan — a oa eur paour kêz diot, mevel en eur vereri eus ar Gêr-Wenn. Izel a spered aboue e vugaleach, en devoa bet ar gwall-eur da goll abred e dad hag e vamm, paourien gêz, met tud a boan ha tud a feson. Prest goude maro ar re-man, ar c’hoz lochig banal a zervije d’eze da di a goueas en e boull, hag an emzivad en em gavas war an hent bras, hep goudor, hep souten, na siouaz, spered a-walc’h da c’honit e damm bara.

Eun tiegez kristen eus ar geriaden a gemeras true outan. — « Ba ! eme Yann Vras d’e bried, eur genou ouzpen e-touez kemend-all, petra eo ze ? Ar pôtrig a zavo tamm-ha-tamm da heul hon re ; ne zantfomp ket hen digas hag eun ober mat hon devo grêt, ma vefomp digollet dioutan gant Doue. »

Ha dor an ti trugarezus a digoras frank dirak an emzivad. Gwechall e oa stank en hon Breiz ar c’halonou aour-ze. Doue d’o miret hirie c’hoaz, niverus en hon bro ! Tenna a reont d’ezi eurvad ha bennoz.

Ar pôtrig a greskas, ar c’hrennard a deuas da vean pôtr yaouank. Met e spered ne zigore tamm ebet. Diês e vije, avat, kaout gwelloc’h kalon evitan. Miret ar zaoud ha diwall bugale vihan e vadoberourien a oa bet e vicher a viskoaz, hag eur vamm dener n’he dije bet evit ar re-man muioc’h a evez na brasoc’h karante. Gant se, laouen dalc’h-mat, Jobig en devoa goneet grad-vat an holl, an ti a zeblante goullo pa ne veze ket er gêr.

An amezeien a lavare alïes da Yann-Vras e oa sot o viret war e choug eun den na rae d’ean, koulz laret, labour ebet. Yann ne responte ket dalc’h-mat, met e zonj en devoa.

Penôs, kas Jobig er-maez e di ? Biken avat ! An tiegez ne vije ket ar memes hini ! Ne oa ket prest !

Hag ar bloaveziou a dremene, skanv ha laouen, evit ar paour kêz diskiant, evurusoc’h marteze en e stad evit ar speredeka eus ar bed. Evit gwir, eun den iskis e oa Jobig. Bep sul ha d’ar pemde, e veze gwelet, eur banerig vroen ouz e vrec’h, o treuzi ar geriaden hag о kemer gwennojen ar c’hoad bras a oa a goste da gêr. Ac’hane e teue d’ean e hano, hag eno gant al lapoused e veze en e blijadur.

Doue, ma ’n devoa serret outan levriou skiantek an dud, a dispake sklêr dirakan an tenzoriou kuzet e levr kaer ar Grouadelez. Gwelet e veze o chom eurveziou penn da benn, azeet war ar man ouz troad eur ween pe harpet ouz eur garreg, da zelaou richan eun evnig, da zellet ouz eur wazig o ruilhal war ar bili aour e-mesk ar bleuniou.

Eun devez, daou alïes zoken, e chome evel-se da redek ar c’hoadou, ha ne distroe nemet leun e baner a vouar, a graon, a lus du, a roe ’hed an hent d’ar vugale. Kement-se holl en devoa goneet d’ean karante tud vat ar Gêr-Wenn. Er goueliou, er beilhadegou, er prejou, Jobig a oa klasket ha prizet evel ar re-all.

An dud yaouank, evit farsal, a c’houlenne outan a-wechou : « Ha te, Jobig, n’ez teus ket choazet mestrez ebet evit c’hoaz ? Poent eo d’it sonjal, pôtr ! Allo, gwelomp hag hen ez teus lagad ! »

Jobig ne responte ket, met e zonj en devoa, evel ma ’c’h êt da glevet.



Koanta plac’h yaouank ar Gêr-Wenn e oa Janig ar Mignon. An holl bôtred yaouank a rae d’ezi sellou flour rak, ouspenn ma oa plac’h faro ha plac’h fur e oa eur benherez vat. He zud a zalc’he eur vereri d’ê o-unan ; ne chome gante bugel ebet nemet Janig, hag e veze laret en devoa ar Mignon koz eur yalc’hadig vrao a arc’hant.

Ar c’halanted a verve eta en-dro d’ar plac’h yaouank, met houman ne daleas ket d’ober he choaz. Perig ar Barz e oa hano ar c’hoantiz evurus-se, ha, red eo laret ar wirione, dellezek e oant an eil ouz egile.

Perig a oa labourer-douar evel e dud ma veve gante. Diês e vije kavet pôtr yaouank gwelloc’h savet na reizetoc’h evitan. Eur garante vras a skoulmas hepdale kalon an dud yaouank, hag, er vro tro-dro, e ouie an holl e oant prometet. Bale a raent a-gevret foariou ha pardoniou. A-hend-all, pa veze falc’hadeg, dornadeg pe labouriou all e ti ar Mignon koz, Perig a veze klasket da gas ar penn. Kement-man a roe tu d’ar yaouankizou all da dabutal anean ha da c’houlen :

— « Ac’hanta, Perig, pegoulz e vo an eured ? Ro eun tamm c’hoari gaer d’imp eun dro bennak. Skuiz omp o c’hortoz ! »

Per hag e zousig ne c’houlennent ket gwell, met ar re goz ne oant ket c’hoaz tuet mat a-walc’h.

— « Kemeret hoc’h amzer, bugale, a lare tad Janig ; an traou n’int ket c’hoaz reizet d’am sonj… Pelec’h ec’h efet an de war-lerc’h ? »

— « O ! duman a zo plas a-walc’h, a responte Per, ha ma zud ne glaskont ket gwell evit kaout Janig en o zi. »

— « Aman n’eo ket labour na frankiz a vank ive, eme Janig ; êsoc’h e vije d’ec’h, ma zad, pa vije Per o terc’hel penn ganec’h. »

— « Ta, ta, ta, eme an tad ; da bep evn e neiz ; tiegez koz ha tiegez neve n’int ket grêt da vont asamblez ; daou den dimezet o deus ezomm eul loch. Breman, n’eus mereri ebet da feurmi dre aman, met, eus an eil de d’an all, e c’hell digoueout. Silaouet ali ho tad, bugale, n'ho pezo ket a geun. »

Hag an dud yaouank a blege.(Da heuilh).

Koulmig Arvor