- Diverradur ##
Diverradur ar pennadou kentan : Janig ha Perig eus ar Gêr-Wenn a zo neve-eureujet hag evurus-tre, en o mereri « Ar C’hoadig », gant eur mabig, koant evel eun ael, nemet eur goumoulen a zo en o oabl : Jobig an Diskiant a gar Janig en kuz, hag a vag en doun en galon gwarizi ouz an daou bried. Kavet en deus, eun deiz, ar paotr Yannig gousket en e gavel hag en deus c’hoarzet outan. Daoust ha torret e vije drougiez an Diskiant gant dinamded ar bugelig ?… War ze, Perig en deus gopret eur mevel neuze, eun diaveziad o tremen dre ar vro, hag en deus bet Janig true outan.
- testenn ##
An traou a gerze mat a-walc’h. Ar paotr ne oa ket kaozeer, met labourat a rae. Koulskoude, ar mestr ne oa ket evit harz da zisfiout dioutan, ha gant prez e c’hortoze distro e vevel koz, eur pôtr dimezet, den a zoare, a oa gantan aboue ma oa o terc’hel tiegez.
Eiz de a dremenas. Souden e weljont eur benveg breman, eur pez dilhad goude, o vankout e-barz an tiegez. Kement-man o lezas dizeblant da genta, met tennet e voe o evez eun de bennak.
— « Ar mevel eo, eme Ber. Piou a-hend-all ? »
— « Me ’zonj eveldout, eme Janig. »
— « Petra ’rin ?… Laret d’ean ?… »
— « Gortoz eun tamm, mar gallez. Me ’m eus hogozik aon rak ar galouper-se. »
— « Ya, ha me ive ! Eun taol fall hon doa graet o rei dor digor da hennez. »
— « Ruzomp gantan pemzek de, mar gallomp. »
Met al laeronsiou a gendalc’he, seul stankoc’h ma chome al laer direbech.
— « N’eus ket da laret : red eo d’in komz, eme Berig. »
Hag eun devez, o tebri lein, e troas ar gaoz war an tu-ze. Ar mevel en em zifennas — « Penaos ! evit eul laer e vije kemeret ? » — Ha Janig a welas eur barr-kounnar o treuzi e zaoulagad fall.
An treou a chomas eno. Eun daou pe dri dervez goude, e oa karget ar paotr, beure-mat, da vont da glask bleud d’ar vilin. Kreiste, anderv, noz… ha den ne zistroe. Pa voe debret o c’hoan ha kousket ar mabig, Per ha Janig a oa deut d'azean war an treujou. Alïes e plije d’eze dont evel-se, d’an noziou hanv, d’ober eun diskuiz hag eur gôzeaden dirak toull an nor.
— « C’hanta ! eme Ber, chomet eo an hailhon-ze d’en em vezwan. N’eus ket da laret, ret e vo d’in rei e gont d’ezan. »
— « Ya ! ha laret eman red d’imp mont warc’hoaz da eured hon c’henderv, taer leo ac’hann. Me n’eo ket êzet ma spered. »
— « Red mat eo d’imp mont, avat, Janig kêz ! Int a oa bet ’n hon hini. Hon dle a zo da baean. »
— « Ya, a dra sur, eme Janig… Da vihana, ma vije deut da vamm pe ma hini da evesaat ouz Yannig, mes pegwir ec’h efont d’an eured ive. »
— « O ba ! Katell a ray ervat war e dro hag a viro an ti, ha neuze ne chomfomp nemet eun devez hanter d’an hira. »
« — Selaou ! Arru eo ar paotr. »
Arru e oa, evit gwir, bec’h d’ean o stleja e gorfad, e zaoulagad dislontret ha baouz tout. Teurel a reas e vleud, bet taolet ha distaolet meur a wej, war leuren an ti hag ; hep rannan gir, e klaskas hent e wele.
— « Ne larin netra d’ean fenos, eme Berig ; arc’hoaz e vo gwelet. »
An daou zen yaouank a chomas c’hoaz eur pennadig er-maez. Ar zerr-noz a oa dispar. An oabl, chomet alaouret war-lerc’h ar c’huz-heol, a roe liou da benn hunvreüs ar gwe uhel. En tu-all, al loar a zave evel eur rouanez. An ezen a vouskane en deliou eun diskanig ken flour, ken tener, ma chome an êstig, a-greiz e ganaouenn arc’hantet, evel zebezet d’e zelaou. C’houez ar spern-gwenn a garge al lïorzig hag ar priejou dilavar hag evurus a veske o hunvredigez gant hunvreou an noz.
— « Koantat nozvez, eme Berig ! Kaerat eo hon bro, Janig ker ! »
— « Ya, dreist-oll an draoniennig-man. N'eus ket bravoc’h er bed ! »
— « Evidomp, nan a dra zur ! El lec’hig-man e karfen mervel. »
— « Ma zad, ’vel ma c’houzout, a gomze disul eus gwerz ar « C’hoadig ». Pebez eurvad mar galljemp hen prenan ! »
— « An hunvre-ze a vagan aboue pell zo. Neuze, avat, Janig, ne vankfe netra d’hon evurusted. »
— « Hag hen e c’hallomp bean evurusoc’h evit breman ? Poan am eus o kredi ! Doue a zo re vat evidomp : ar bleun a ziwan war hor gwenojenn puilh ha tener evel gliz miz Mae war yeot glas ar flouren. O Perig, trugarekaomp Anezan hep paouez ! »
Hag eus an diou galon unanet, gant c’houeziou melus an noz, eur beden a drugare hag a anaoudegez vat a zavas etrezek an Nenvou.
Antronoz vintin, pa oa ar mevel o voueta al loened, Perig a zonjas ober eur zell ouz ar bleud degaset gantan an de a-rôk. Ar varc’hadourez a oa pell falloc’h evit en devoa gourc’hemennet.
— « O, al lampon fall ! emean ! Deus ganin, Janig. » —
Hag int o-daou ’trezek ar zolier, e-lec’h ma oa gwele ar mevel hag ar c’houfr ma kloze e zilhad ennan. Per a grogas ’n eur benveg hag a zavas ar golo.
Eur morzol, eun heskenn, dianket aboue pell zo, eun daou pe dri litrad jistr, eun anduilhenn, skoachet mat e-mesk eur c’hrez hag eul linsel skrapet an deiou a-rôk, setu ar pez a weljont dirak o daoulagad.
— « O, dam, avat, filouter daonet ! An dro-man en em zizammin diouzit ! »
— « Perig paour, eun enebour touet az po aze ! »
— « Kaer ’zo laret, Janig kêz, n’hellan ket pardoni treou evel-hen… Ha neuze, petra a ray d’in pa vo pell ? »
— « Me ’gren rak hennez ! »
— « Arru eo, eme Berig… He, pôtr ! deus war grec’h, mar plich. »
Egile a zavas en eur c’hrosmolat.
— « Labour eus ar c’henta a teus graet aman, pôtrig ! »
— « Petra ’peus-c’houi da furchal ma dilhad, eme egile divergont ? »
— « Hag e kredez difronkal, hailhon fall, eme ar mestr divontet ’benn ar fin. N’eo ket breman e tleen bean furchet an treou-man ! Marteze em bije harzet ac’hanoc’h d'am laerez kemend-all ! »
— « Me laerez !… »
— « A-walc’h ! Ho kont, hag ho po arc’hant ! »
— « Kas a ret ac’hanoun kuit. »
— « Sonjal a ran ; ha c’hoaz ho peus chans, pa ne diskulian ket ac’hanoc’h. »
— « Keun ho pezo, eme ar mevel en eur skrignal e zent ! » — Ha Janig a hurusas o welet ar zell kasonius a daolas war he Ferig. Heman, troet e gein, ne daolas ket ple da gement-man.
Ar gont a voe reizet ha ’benn eur pennad goude, ar reder-bro, e bak war e choug, a gemere toull an nor.
Degouezet war an hent bras, e tistroas hag, o sevel e zorn war-zu an tiig sioul :
— « Lezet hardi, tudjentil, emezan… Keun ho pezo ! »
- (Da heuil).
Koulmig Arvor.