- Diverradur ##
Diverradur ar pennadou kentan : Janig ha Perig, an daou bried yaouank, a vev evurus er C’hoadig, gant o mab, eur bugel koant evel eun êl. Nemet enkrezet eo spered Janig : eman en gortoz eus eur gwall-eur bennak. Daoust hag hen e teuio ar gwall-eur-ze digant Jobig ar C’hoajou, eun diskiant a gar Janig en kuz, hag a zo savet e galon gwarizi ouz an daou bried ? — Nan, rak torret eo bet droukrans an diskiant gant dinamded ar bugelig, en deus c’hoarzet outan… Eur mevel, hag hen mezvier ha laer, droug ennan dre ma ’z eo bet kaset er-maez, eo a lak an tan war ar C’hoadig, p’eman an daou bried en eured eun amezeg. Hag ar bugel a zo chomet e-kreiz an tan ! Den ne gred tostaat da vont d’e zavetei…
- testenn ##
— « An êlig… Oh ! » — Hag eun den a lampas e-kreiz an dud, hag hep ober van ebet eus an tan a stanke an nor, e sailhas e-barz an ti.
— « Jobig ! Jobig ar C’hoajou ! eme an holl en eur vouez, mezek eun tammig o welet eun diskiant o rei d’ê eur skouer ken kaer a nerz-kalon. »
— « Eus a belec’h eo deut ? »
— « ’Oa o tont eus ar c’hoad. »
— « Mouget e vo ! Devet e vefont o-daou ! »
— « Digoromp ar prenestr, eme unan. Ne deuy biken dre an nor ! »
An holl a c’hortoze, sioul evel ar maro. Pemp munuten a dremenas, pemp munuten hir hag ankenius-meurbet.
— « Maro int ! a hirvoude unan bennak. »
Katell a chache bleo he fenn, en eur c’hervel Santez Anna d’he sikour.
… Santez Anna a glevas, rak Jobig a erruas e toull ar prenestr, e teue dioutan breman flammou ru. Astenn a rae ar bugel a oa gantan etre e zivrec’h, hag a laoske eur c’harmadennig eur wech an amzer.
— « N’eo ket maro. Doue da veza meulet ! eme an dud o tridal, tra ma kemere eur plac’h ar bugel paour hanter-vouget ha ma tec’he gantan da glask eun tammig êr fresk. »
— « Jobig ! Jobig ! deut er-maez buhan, eme ar re all ! »
Met ar paour kêz innosant, strafilhet breman, ne finve mui ; chom a rae en diabarz an ti prest, koulskoude, da goueza en e boull.
— « Jobig ! deut er-maez ’ta ! a grias an holl a-bouez-penn. »
Kement-man a dihunas ar paour kêz. Sevel a reas war ar prenestr ; hogen, war an taol, eur maen, о riskla eus krec’h, a goueas war e benn hag hen taolas hanter-varo, astennet war ar porz.
Daou pe dri den a grogas ennan kerkent, hag e zougas a-gostez, tra ma rede unan da glask ar medisin.
Ar bugel, hanter-vouget gant ar moged, a deuas tamm-ha-tamm ware giz. C’hoarzin a rae breman etre diouvrec’h ar paour kêz Katell.
E keit-se an tan a rae e reuz. Kaer a oa bet teurel dour ha poania en-dro d’ean, n’helljod ket dont a-benn d’hen mougan. ’Benn ma tarzas an de, eus an tiig glas, a c’hoarze an de a-rôk e-touez ar c’hoadou bodennek, ne chome netra nemet peder moger hanter-goueet, a save dioute eur vogeden du ha flêrius.
Per ha Janig a oa о tijuni gant tud an eured pa deujod da laret d’ê e oa eun den war varc’h oc’h ober klask warneze.
— « Eun den war varc’h, eme Janig, deut ken gwenn hag eul lien ! Perig, eur gwalleur… Oh, Yannig ! »
— « Gortoz d’en em nec’ha ken na vo gouveet, eme an tad, о chench liou ive en desped d’ean. » — Hag hen er-maez.
Janig e heulias.
— « Laouig ar Rouz eo, emean. — Sell ’ta, Laouig, petra a zo a neve ? »
— « Fe, eme egile, stennet a-walc’h, eun tamm gwalleur a zo c’hoarvezet er Gêr-Wenn abaoe. »
Janig a vennas sempla. — « Laouig, emei, komz prim en hano Doue ! Ma mab… a zo maro ? »
— « Yannig a zo divlam, eme ar pôtr yaouank, met ar C’hoadig a zo devet. »
— « Ar C’hoadig devet… Yannig divlam ! O ma Doue ! » — Hag ar vamm a goueas hanter-zemplet gant al levenez hag an anken. Perig a grogas enni.
— « Ar mevel, emean, an hailhon-ze, hennez en deus graet an taol ! »
Holl dud an eured a oa diredet. An dud koz a ouele.
— « Pebez gwall-eur ! eme an dud ! Asuret oc’h ? »
— « Ya, a drugare Doue, eme Ber, met nag a draou hon devoa ha n’hon bije roet evit priz ebet ! »
— « Yannig a zo divlam… Setu ar gwella ! eme Janig, adkvet ganti he floum. »
— « An êlig paour, eme Laouig ! N’houlan ket ho strafilha re gantan, met bet e oa war var da goll e damm buhe. Ankouaet e oa bet en ti gant an devezourez… »
Eun taol kleze, o treuzi kalon Janig, n’en dije ket graet d’ezi muioc’h a boan.
— « Ankouaet… Gwerc’hez santel ! Ha piou en deus e zaveteet ? »
— « An hini hor bije sonjet an nebeuta oll : Jobig ar C’hoajou ! »
— « Jobig ! »
— « Ya, Jobig ! » — Hag ar pôtr yaouank a zisplegas an istor war e hed : nerz-kalon an diskiant ’dal ma klevas kelou eus ar bugel, nec’hamant an holl hag an taol a skoas anean.
— « Оh, ar galon aour, eme Janig, о sec’ha he daerou ! Ha riskl a zo evit e vuhe ? »
— « Ar medisin n’en deus ket c’hoaz hen diskleriet sklêr a-walc’h, met an taol a zo bet spontus. »
— « Perig, d’ar gêr ! ha prim ! »
Pebez kalonad evit an daou bried yaouank, pa weljont an neizig a garent kement, hag о doa lezet en eur guitaat ken lirzin ha ken dudius, pulluc’het ha rentet en ludu ! Daerou dru a redas war о diouchod. Kreski a rejont c’hoaz pa voe degaset Yannig dirake. Heman n’en devoa ken sonj eus an nozvez ankenius en devoa tremenet. Kanan a rae laouen en e yezig, ha pa welas e dad hag e vamm, e krogas da rifal ha da c’hoarzin.
Janig e ziframmas digant e virerez hag e vriatas gant eun nerz divuzul. Goude e voe tro an tad hag an dud koz. Ar paour kêz bihan, hanter-voemet, ne ouie pe ouela pe c’hoarzin.
— « Ha Jobig ? eme Janig. Demp raktal d’e welet ! »
Jobig a oa en e wele, kollet gantan tre-ha-tre, ar wej-man, e damm anaoudegez. E benn a oa lianet, ha ne rae van na zeblant ouz den.
— « Penôs eman kont gantan, eme Janig d’an hini a oa en e gichen ? »
— « Ne welo ket an noz, eme houman a vouez izel. Arru oc’h, a gredan, d’e welet o tremen. An aotrou person a zo o vont ac’hann. »
Janig a dosteas d’ar gwele.
— « Jobig, n'anaveez ket ac’hanoun, emei gant eur vouez hanter-droc’het ? Jobig, sell ouzin ! »
— « Degaset Yannig aman, eme Janig. »
— Ha d’ar c’hlanvour : « N’ez teus ket c’hoant da rei eur pok d’an êlig, emei gant eur vouez tener ? Jobig, sell outan ; degas a ra d’it eur boked. »
— « An êlig ! eme ar paour kêz, izel, izel. » — Hag eur mousc’hoarz a zeblantas tremen war e zremm. Met kerkent e chenchas liou.
— « Goulou binniget aman dioustu. »
An holl a oa sioul hag a bede en eur ouela.
Janig neuze a dostaas he bugel ha sioulik a lakas e jotig flour ouz jod sklaset an toc’hor. Heman a c’hoantaas digor e zaoulagad.
— « Sonj en Aotrou Doue, Jobig kêz, eme Janig. »
Eur zell hanter-varo a respontas d’ei, hag ar paour kêz a guitaas hon traouien evit mont da glask e lod evurusted digant an Hini en deus lavaret : « Evurus ar re baour a spered : rouantelez an Nenv a zo d’ê ».
— « Me ’garje en dije bevet pell, eme Janig, en eur gouean d’an daoulin ouz troad ar gwele, evit e garet a-hed ma buhe ’vel ma karas ac’hanoun. »
An de war-lerc’h, tud ar Gêr-Wenn ha kalz a re all a heuilhe korf Jobig ar C’hoajou d’ar vered. Meur a hini a ouele.
Ha, da bell goude, war-dro serr-noz, eur plac’h, eur bugel ganti war he brec’h, pe ouz he dorn, a deue sioulik da daoulina war ar be. Janig a veze gant he mab, o tont da zigas, gant eur beden galonek, eur vleuen a anaoudegez-vat d’an hini a ginnigas d’ei, ken lïes e-pad e vuhe, bleun dudius e garante.
Koulmig Arvor.