Pajenn:Cadoret - Derou mad ar Mabig Jezuz - Arvorig, 1913.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Kleier an hanter-noz a vrall ’us d’ar mêziou ;
Deut eo noz Nedeleg, noz an donezonou ;
War ar chiminaliou, en oaledou breizad,
’C’h eo renket, gant evez, an holl voteier koad ;
Hag e kraou Betleem, ’n e veneiou didrouz,
Jezuz zo a-neve astennet war ar plouz.
Evit hen digemer, an erc’h stank ha sioulik
’N eus gwisket d’an douar eur vantel herminik,
’Vel pa vije ar zent, an êle, hep repoz,
O tifilh war e hent roz gwenn ar Baradoz…
Eus pevar c’horn ar bed, krenvoc’h ’vit trouz ar mor,
E kinniger d’Ezan gloar, doujans hag enor.
Ha Jezuz evurus a vousc’hoarz ouz e Vamm ;
Ha Mari, gant dousder, a bleg he fenn dinam
Da c’houl ’vit pephini, gant Mestr pep donezon,
Dêrou mad ha grasou herve c’hoant e galon.