Pajenn:Cadoret - Drouizez an Arvorig, 1911.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Al loened gouez ’n o rôk ’n eur yudal a dec’he,
Hag e kerzent bepred ha, goude ar c’hoad don,
E treuzjont eul lanneg hadet a rec’hier son.
War ribl eur c’hoad tenval, e penn al lanneg-ze,
War vez eur vrezelour eun daolven a zave.
’Tal ar roc’h-ze ar plac’h en he zav a chomas
Hag en he daouarn gwenn dre der gwech a skoas,
O lavaret, sul gwech, gant eur vouez ter meurbed :
« Setu ar bloaz nevez. D’an uhel-var, paotred ! »
Kerkent eus ar c’hoad don ’lec’h ma oant niverus,
Ar vrezelourien goue a ziflukas doujus
Hag eur you kalonek, eur you a levenez
A ruilhas eus o c’hreiz ’vel salud d’o drouizez.
Eur bod dero ’n eun dourn, ’n egile eur golo,
Dastumet en-dro d’ei, e klevjont he c’homzo.
Houman eur pennadig ’gomzas gant madelez
D’an dud ter-ze o doa he choazet ’vel mestrez ;
Ha pep-hini goude en em urzias doujus
Lec’h ma verkas d’ezan an drouizez galloudus,
Ar prosesion neuze er c’hoad a antreas ;
Souezet mui-ouz-mui ar c’hristen a heuilhas.
Kerzet a raent didrouz en eun urz ar vrasan,
Eur brezelour brudet o ren ar penn kentan.
Ar bobl holl a heuilhe, ha barzed niverus
War o zelennou aour a gane ankenius
Kaerder, glac’har o bro, meuleudi o doue.
D’o c’han hekleo ar c’hoad klemmus a responte.
En diben, gant enor, an drouizez a dalc’he
Lec’h an arc’hdrouiz maro dioutan ma tiskenne
Kreiz ar c’hoad e kavjont en eul lec’hig dispar
An derven tregont vloaz gant he bod uhel-var.
Kenkent war ar man gwer, tro-war-dro d’ar ween,
E oe gant preder bras laket eul linsel wenn ;
Hag unan a bignas da drouc’ha gant evez
An uhel-var sakret gant fals aour an drouizez.
Houman, gant eur fe grenv, tre ar bobl evurus
A lodennas neuze ar bodig burzudus.
Ha gant ar memes urz, dre ’r memes gwenojen
E teujont war o c’hiz da gavet an daolven.
An noz kent digatar, kent splan ha dudius,
A oa deut da veza tenval ha koummoulus.
Dindan ar vorenn du al loar a oa kuzet
Ha gwech-ha-gwech an oabl a faoute gant luc’hed.
Mes tenvalder an noz, ar gorventenn o tont,
A leze an dud goue didrubuilh ha dispont.
War an daolven ledan, goleit a wad duet,
E wadjont daou gole d’an doue kinniget.
Neuze war eur roc’h vras an drouizez a bignas,
Tro-war-dro d’he silaou an dud en em vodas ;
O teurel war he fobl eur zell leun a anken,
Gant eur vouez o krenan, e komzas evel-hen :
« Bugale Teutates, brezelourien dispar,
Pa zonjan en ho stad e ouelan gant glac’har.
Petra eo deut, siouaz, da veza pobl Arvor
’Doa gwechall ’vit lezenn an trec’h hag an enor ?
Kouezet oc’h ken izel ma n’hoc’h eus mui eta
’Met mouez gwan an drouizez evit ho kentelia,
Ha ma rankomp, en noz, lidan ’n eur c’hoad tenval
Ar goueliou a lidemp ’kreiz an enor gwechall.
Pelec’h man an drouized a stumme ’n ho mibien
An nerz kalon dispar ho prudo da viken ?
Siouaz, pell diouz o bro an darnvuia ane,
Stlejet gant an estren, zo taolet hep true
Da skilfou loened goue, ’vit terri, eur pennad,
D’eur bobl kri ha fallakr, sec’hed direiz ar gwad.
Mar chom unan bennak war douar o mamm-vro,
He c’hoajou an douna a guz o hirvoudo,
Hag an nenv hon dilez, kouls evel an douar.
Petra a refomp-ni ’vit terri o c’hounnar ?
Herve ma c’hredenn-me, Teutates a c’houlenn
Gwad unan ac’hanoc’h ’rôk silaou hon fedenn,
Gwad eur brezelour ter, euz ar re vrudetan.
Piou ac’hanoc’h ’zo prest d’en em ginnig d’ezan ? »
An holl eur pennadig a chomas dilavar.
Ar gorventenn breman a yude gant kounnar ;
Gwech-ha-gwech er pellder yud ar bleizi war yun
En em veske en noz gant tarziou ar c’hurun.
Mes ar baganed paour, sammet gant nec’hamant,
Ouz arne ha bleizi a chome dizeblant.
An drouizez, en he zav ’tal an daolven bepred,
A c’hortoze sioul ar respont goulennet.
A-benn eur pennadig eur c’hoziad e vleo gwenn,
E armou en e zorn, a dostaas d’an daolven :
— « Drouizez veur, emean, kemeret ma buez
Ma fenn gwenn eo a doug ar muian a lore. »
Hag e zellou dinec’h a bare hep krenan
War gleze an drouizez warnan prest da gouean.
Souden, eur vouez nerzus a zavas en noz don :
Hep aon eus e vue, ar c’hristen dispouron
Betek treid an drouizez renet gant dorn Doue
A lammas ’n eur youc’hal : » Na rit ket an dra-ze ! »
A voemas war an taol an holl vrezelourien ;
Kement-se c’hoarvezet ken dizonj ha ken krenn
’Vel dalc’het gant ar spont pe eun nerz galloudek,
Hini ne respontas ar c’hristen kalonek.
Neuze heman gant tan ha kalon a gomzas
A urz, a garante, a Jezus hag e groaz ;
En eur vue da zont eus gloar ar gristenien,
Ha gwalleur ar re fall en ifern da viken.
E vouez a oa ken c’houek, e gomz ken grouezus,
E stumm ken kalonek ha ken karantezus
Ma chomas an dud goue, hep gout d’e, eur pennad
Sebezet da zilaou komzou ar c’hristen mad.
Mes moueziou a zavas fuloret ha garo :
— « D’ar maro ar c’hristen ! Enor d’hon doueo ! »
Hag eur bagad tud ter, o youc’hal gant kounnar,
A gelc’hias gant armou ar c’hristen dilavar.
Heman a c’hortoze, eur mousc’hoarz war e dremm,
Ar maro garv ha kri savet a-us d’e benn.
Souden, ’touez ar yudou, e oe klevet eur vouez :
— « Lezet-han en buez ! Me a vo kristenez ! »
Ha drouizez an Arvor, o ouelan gant glac’har,
Ouz treid soudard Jezuz ’n em strinkas d’an douar.
— « Kristen mat, emezi, en goueled ma c’halon
Ho komzou birvidik a zo siellet don ;
Ho nerz kalon ha skouer ho karante kristen
’Deus strinket em ene tomder ha sklerijenn.
Dirak ma daoulagad heol splann ar Wirione
’Neus savet eur voren a c’haou, a zallente.
O desket d’in, m’ho ped, karour an Doue-ze
A garet hoc’h-unan muioc’h ’vit ho pue !
Brezelourien Arvor, n’ez oun mui ho trouizez.
Heuilhet ive ma skouer… Me a vo kristenez ! »
An drouizez a davas, mes dirak he c’homzou
’Oa koueet ar gounnar ha tavet ar yudou.
Pez na vije biken graet gant galloud an dud
Galloud ha gras Doue hen greas ’n eur burzud :
Dirak skouer o mestrez kalz, kalz a baganed
A zante eur c’hoant dous o tiwan ’n o spered ;
Heol tomm ar fe gristen o tispak e vannou
A deuze en o c’hreiz sklas ar fals kredennou.
Ar c’hristen hen gwele ha, dour ’n e zaoulagad,
’N eur zellet ouz an nenv gant anaoudegez vad :
— « Ma Doue, emezan, ra vezo, en pep lec’h,
Meulet ho madelez, doujet galloud ho prec’h !
Plijet hoc’h eus silaou pedennou ho pugel ;
Gret ma achuo prim eul labour ken santel,
Ha ma vo hepdale hoc’h hano gant enor
O tregerni dre-oll, e koajou an Arvor ! »

KOULMIG ARVOR.