Pajenn:Cadoret - Eur boked bleun-brug, 1914.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Eur marvailh neve gant
Koulmig Arvor
————
Eur boked bleun-brug
————

War eur gwele a boan, en eur c’hlanvdi pell-pell, eur Breizad yaouank a zo astennet. En-dro d’ezan, skanv ha sioulik, leanezed aketus a ya eus eur gwele d’egile, o kinnig, hep paouez, d’ar zoudarded kêz gloazet o tifenn ar vro, ar basianted, ar zikour, ar gwir frealz na ziwanont nemet er c’halonou kristen. Nag a anaoudegez-vad n’o deve ket hon zoudarded ouz al leanezed-ze, êle a beuc’h hag a vadelez, a gav kenkoulz, evit pep-hini anê, ar gir a gennerz hag ar fe a zo d’o c’halon evel gliz an noz d’ar vleuen dinerzet !

Ar Breizad yaouank a blije d’ean alïes gant eur zell anaoudek heuilh aneze en o labour ; an de-se, koulskoude, e galon sammetoc’h evit biskoaz a oa dizeblant ouz pep tra. An abardae a dostae, eun abardae a viz gwengolo, didrouz ha luskellus evel eun hunvre. Ar prenestr a oa digor ha du-hont, er pellder, eun dôlennig maeziou koant gant gwe bras melenet en em lede dindan sell ar c’hlanvour. Eno. moarvat, n’oa ket tremenet pao hudur an drasterien na espernont na kaerderiou ar vro, na testeniou ar fe hag a buluc’h dre lec’h ma tremenont, koulz an ilizou brudet evel ar c’hoajou barzonius. Erwanig, eta, ne zistage ket e zellou diwar ar gurunen koajou aour hag, en e greiz, mui-ouz-mui e kreske ar gouli don hen debre aboue eun nebeut deiou.

Oh ! ar c’hoajou, ar parkou-ze, pegen reiz e tigasont sonj d’ean eus maeziou e vro, eus ar gêriadennig peuc’hus e-lec’h m’eo ganet, e-lec’h m’en deus kresket, e-lec’h ma veve ken dibreder n’eus ket c’hoaz daou viz ’zo !… Nag eo trubuilhus ar vuhe-man, evelkent, ha nag eo dister barnedigez an den ! An den a gerze a-dreuz d’ar vuhe, a oa seder ha dinec’h, ha setu, a-greiz-oll, spont, disparti, daerou ha glac’har o kouean war ar hed penfollet gant an taol ! An dud a bladas hag en em reas bihan bihan dirak dorn Doue, dorn ar Mestr bras, bet re bell ankouaet hag a deue, pa oad an nebeuta en gortoz, da ziskouez e c’halloud hag e vrasder…

Erwan a guitaas an eil devez. Pegen kri ar c’henavo ! Gwelet a ra c’hoaz e vamm garet, azezet war an oaled, o heuilh anean gant he zell beuzet betek en tu-hont d’an treuzou ; hag e dad, kosaet kement a-benn neuze, o tont d’hen ambroug beteg an hent bras hag o laret d’ean a-rôk kimiadi : « Kenavo an distro, ma fôtr ! Gra da zlead ha Doue d’ober e volonte ! »… Hag ar pôtr yaouank a gerzas hep sellet ken war e lerc’h. Kalet e oa, a dra zur, met ive pegen enorus ne oa ket e garg ! Difenn e vro e oa ive difenn e dud, e zousig, e iliz-parouz, e gêriaden. Hag, ouspenn, Jezuz, Doue an armeou, a oa diskennet en e galon diouz ar beure… E lec’h unan, e oant daou ha gant eur mignon ken galloudus, Erwan a oa dispont.

Biskoaz soudard ne vo kalonekoc’h. Birvi a rae gant an hast da argas ha da vala an dud goue kiriek da gement a zaerou. E-pad eur zunvez hanter e vrezellas taer ha difaez evel eur gwir-Vreizad… Siouaz_! eun devez bouledou a dizas, war eun dro, e vrec’h hag e c’har, hag hen tizas ken gwaz ma kouezas war an dachen hanter-varo. Eno e vije chomet hep mar, paneve kalonder daou vignon dianav, — eno an holl a zo breudeur, — hen stlejas gante e-pad diou leo bennak. A-benn neuze, avat, ar paour kêz en devoa kollet mik e anaoudegez ; prederiet e voe outan dioustu ha, faganet bepred, e voe douget d’ar c’hlanvdi tosta. Gant mil boan e voe diframmet diouz ar maro, met, siouaz, pa zihunas… ar paour kêz soudard n’en doa ken nemed eur vrec’h !

O glac’har ha rann-galon ! Aman daerou dru ha c’houero a ruilh war dioujod ar c’hlanvour. Dihun skrijus en eur vro dianav, pell diouz kerent ha mignoned e-unan war eur gwele a glanvdi… Pegen kalet n’eo ket koll eur vrec’h d’an oad a bemp bloa warn-ugent, d’an oad-ze ma weler ar vuhe beuzet en eur voren a zudi ha ma zonjer bezan c’hoaz keit-all diouz ar maro !

Ha daoulagad ar Breizad a goue bepred war ar c’hoad sklerijennet gant bannou an heol o tiskenn ha bepred e spered a nij d’ar gêr, e-lec’h ma wel e dud karet o ouelan hag o hirvoudi, moarvat ; rak, a-benn breman, o deus bet ar c’helou ankenius. E vamm baour ! Kaout eur seurt darvoud en e c’hozni… mervel a ray gant ar glac’har ! Hag e dad a gonte warnan evit kemer e lec’h hebdale, raktal pa vije dimezet !

Siouaz, dimezi !… En sonj e oa d’hen ober a-rôk pell ; e choaz a oa graet a bell zo, ha sur e oa d’an amzer-ze eus kalon Marianig. Met breman, e hunvreou aour a zo nijet en avel. Piou a c’houlfe eus eur paour kêz eveltan, na vo biken gouest da c’honit e damm bara ?

« … Hounnez a oa eur berlezen, koulskoude, emezan en eur huanadi, Pa zonjan pegen skanv, pegen laouen, Pegen karantezus e veze dalc’hmat ! An de a-rôk ma kimiadis, pa oa bet o laret kenavo d’ei, gant pekez kalon e toue d’in, du-hont o tiskenn gwenojenn “Lann-ar-brug”, penôs biken n’he dije va ankouaet ! Siouaz, ne zonje ket petra a dlee c’hoarvezout. N’am eus ket skrivet d’ei. D’ober petra ?

Koulmig Arvor.

(Da heuilh).