Pajenn:Cadoret - Klemmou ar prizoniet, 1917.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Klemmou ar prizoniet


————


D’am breur prizoniet.


War don : Combien j’ai douce souvenance


I

Evnig bihan a gan ken laouen,
Noz ha beure, endro d’am lochen ;
Hirie d’az tro, chilaou klemmo
Ma zelen ;
A denn-askell, te o c’haso
D’am bro.
 

II

Me a zo eur paour kêz prizoniet,
Dre ar brezel, a Frans harluet,
Soudard Breizad, diouz e zever
Diframmet ;
War ma diou skoa yeo eur gwasker
Ponner.
 

III

En bro estren eo rust ar vue
Hag al lezen garv ha didrue ;
Pep tra a lesk hag a hual
Ma ine,
Sklerder an heol a lak tenval
Ma zal…
 

IV

Frankiz, frankiz, ger meulodius,
Tensor dispar ar vue peuc’hus,
Na pegoulz c’hoaz, e c’hallin-me,
Evurus,
Tanva ganit joa, karante,
Noz, de ?
 

V

O Breiz-Izel, bro muia-karet !
D’it e tenn ma c’halon glac’haret,
D’it ma spered, gwinidelig
Forbannet,
Bemde, bemnoz, a nij sioulik
Sioulik !
 

VI

Hag ec’h adbevan, em bro Gerne
C’houez ar balan, êr vad ar mene
Binio sklintin, kan alc’houeder
Heol-veure
Toniou lirzin, o nijal sklêr
En êr !
 

VII

Me a wel, em zraouiennig peuc’hus
Ma zi glas, ma zud karantezus ;
Mignoned deut d’am zaludi
Niverius,
Dre-hol eurvad, c’hoarz, kaniri,
Dudi !
 

VIII

Siouaz ! sonj poanius ar wirione
A deu prestik, ’vel eun tôl kleze,
Da derri, krenn, kerdennigo
Ma hunvre
Ha da greski samm ma foanio
Garo.
 

IX

Doue, c’houi ’glev hirvoud ma c’halon,
Plijet diskar harzou ma frizon
Ha rei d’ar Frans, gant Fe gristen
Ha pardon,
Heol eur Viktor, na vougo ken
Biken !
 

Koulmig Arvor.