Pajenn:Cadoret - Lilien ar c'halvar, 1913.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LILIEN AR C’HALVAR
————

Diwanet e oa splan ha dic’houli, hec’h-unan war lein ar mene. Piou en devoa he hadet eno ? Doue hepken hen gouie, ’met biskoaz n’oa bet gwelet bod lili ken gwenn ha ken dudius.

Ar gwener-ze bannou an heol kreiste o devoa peur-digoret anean. Dindan eur pok ken grouezus, ar bodig a vousc’hoarze seder hag a lintre ken skedus ma seblante eur berlezen a zudi e-kreiz melkoni ha noazder ar Golgota.

Souden, diwar hec’h uhelder al lilien a welas o tec’hel eus kêr hag o tont ‘trezek d’ei eur vanden zoudarded heuilhet gant eun niver bras a dud hag a voute en o rôk eun den kordennet, gwisket gant eur ze bet gwenn ’met mastaret breman gant ar gwad hag ar boultren.

Ar paour kêz den a zouge war e choug eur ween noaz ha sec’h, eur pez koad treuzet gant eur bar all, en em astenne en daou du evel diou vrec’h.

Al lilien a zavas he fenn gwerc’h hag a astennas he goug evit gwelet gwelloc’h. Ar vanden digar a zave breman krap ar mene dre eur wenojen voan ha meinek ; hasta a raent hep true ouz ar paour kêz kondaonet, a oa bet koueet taer gwech dindan e vec’h pounner.

Arru int war lein an dosen. Prestik hekleo an traouiennou a hirvoudas o tiston tôliou ar morzoliou ha youc’hadennou ar bobl pennfollet gant ar gounnar. An heol, spontet pe mezek, a ’n em guzas dindan eur goumoulen denval ; an douar a zailhas ken e faoutas ar rec’hier. Hag ar vleuennig strafuilhet a grenas war he c’horzen. Daoubleget gant ar spont, e seblante gortoz ma vije tremenet ar barr-arne digar a oa deut da drubuilha he buhe ken seder ha ken peuc’hus.

Graet gante o zorfed, an dud hag ar zoudarded a dec’he breman a vandennadou, dinec’h mat o spered ha laouen gant o devez. Ar bokedig sioul a zavas neuze e benn. Petra a oa tremenet ? Diraki breman e save taer groaz. Unan anê, an hini kreiz, a oa harp ouz he gwriou. Klevet a rae hirvoudou an toc’hor a c’hortoze warnezi ar maro. Kalon ar vleuen vihan a frailbas gant an drue. Ha, tra ma oa ar Werc’hez semplet en he glac’har, tra ma hirvoude ar Vadalen ha ma klaske an diskibl muian karet eur merkig a gonfort en nenvou spouronnet, al lilien goustadik ha didrouz a stouas doujus hag a bokas gant teneredigez da wele kalet hon Zalver.

O burzud ! eur berradig gwad, deut eus ar gouliou sakr, a ziskenne gant troad ar groaz, evel eur berlezen skedus. Al lilien, evel eur c’halir, a digemeras ar berlezen-ze en he c’halon ha, kerkent, setu he sae wenn deut da vean ru-gwad. Kerkent ive, he c’houez a deuas da vean krenvoc’h eget diagent. C’houez ar baradoz a oa diskennet enni evit kinnig eun tammig douster d’an Doue prest da vervel.

A-benn an dried devez, pa voe bet lemmet ar c’hroaziou, kériz a deuas adarre betek ar Golgota. Eun derzien drubuilhus a oa kroget er c’halonou ha c’hoant o doa da adzellet a dost al lec’hiou ma oa tremenet enne kement a draou burzudus.

E-touez an dremenidi-ze en em gavas eun den pinvidik, gantan e vugel, eur verc’hig yaouank koant ha fur evel eun êl. Selaou a rae gant evez he zad hag e vignoned o tiviz diwar-benn an nevezentiou.

— Petra e oa an dud-ze, ma zad, emezi a-benn eur pennadig ?

— Daou laer a oa anê, merc’hig ; hag egile…

— Netra… Ha me ‘oar ?… N’oa ket gwall-fur anean, pa ne glaske nemet darempredi ar vugale.

— Perak eo bet laket d’ar maro eta ?

— Me n’ouzon ket kaer, merc’hig…

Sell ’ta emean evit distrei spered ar bugel, sell pesort bleuen gaer a zo aman… Eul lilien ! ’Met petra eo kement-se ? Al lili a ves gwenn peurvuian ha houman a zo ru.

Didrouz ha prim, ar plac’hig he devoa redet betek ar vleuen ha kutuilhet anezi.

— O, kaerat tra ! Ha pebez c’houez-vad ! Gwelet, ma zad, Mont a ray ganin d’ar gêr, kuita ?

— Ya, mar karez, eme an tad, hunvreüs.

Ar plac’hig a dride gant al levenez. Digoueet er gêr, e lakeas he boked en eur werennad dour skler e-barz ar zall gaeran eus an ti. Eno e teuje bemde d’hen gwelet, da euri ar c’houez ken c’houek he doa ken bras galloud war he c’halon.

Pegen barr, eta, ne voe ket evurusted ar plac’hig pa welas, an de war-lerc’h, he bleuen skedusoc’h c’hoaz eget an de kentan. Ar c’houez a strinke diouti a deuas da veza ken krenv ma karge an ti a-bez, o hadan er c’halonou eun douster dispar ha dianav evite. An amezeien a deue a bep eil da welet al lilien vurzudus, hag holl e choment sebezet.

— Petra eo kement-se, eme unan ? Lili hon liorzou a zo gwenn-kann, ha houman a zo ru-gwad.

— Ya, a responte eun all ; hag he c’houez n’eo ket ordinal ! Ha laret eo bet kutuilhet war ar mene Golgota. Ma klevfe an dud a lezen kement-se ?

Hag ar vrud a rede a ’n em skigne er pevar c’horn a gêr. An dud a deue, evel eur prosesion, da welet bleuen ar plac’hig. An tad, inouet da gentan, a renkas ’benn ar fin prennan e dorojou oute.

Kerkent e savas eun trouz-all. Kaset e voe kelou d’ar pennou bras penôs eun den pinvidik eus kêr a guze en e di eun dra bennak a noazus ouz ar gouarnamant.

Kemennet e voe d’ar paour kêz den en em dizober prim diouz an dra noazus-se, pe en dije bet d’en em glevet gant al lezen.

Siouaz, karet en dije hen ober marteze, nemet e verc’h, e holl garante, n’oa ken enni hec’h-unan. Ne c’hoarie mui, ne zebre nemet a-boan ; a-hed an de, hag hogos a-hed an noz, e chome dirak he lilien, evel beuet en eur mor a zudi. Deut e oa da vean he holl vuhe, ha, pa gomzas he zad d’ezi eus gourc’hemen al lezen, e teuas ar bugel ken gwenn hag eul lien hag e vennas semplan.

Petra d’ober ? Hag an urz a on striz ha garo ! En aner e voe kinniget d’ar c’hrouadur an holl vadigou hag an holl c’hoariellou. Netra ne dalvee eviti kaerder he lilien ru, rak Jezus, dre c’houez dinam ar vleuen livet gant e wad, a zile en hec’h ene levenez e c’hras ha nerz e garante.

Hag ar paour kêz tad en em welas er stad ankenius-man : pe disent ouz al lezen ha bean tôlet er prison, pe gwelet e verc’hig o vervel gant an anken.

Mantret e oa o sonjal en doare kri-se pa glevas, eur beurevez, trouz ha cholori e toull e borz. Daou den a lezen ha gante eun toullad soudarded a oa o c’hortoz digor. Red e oa senti, Ar paour kêz den, hanter-varo gant an nec’h, a zibrennas e zorojou. ‘Met, o souez ! pa deujont e-barz ar zall, houman a oa goullo. Eus ar verc’hig vihan hag eus ar bod burzudus ne chome nemet eur c’houez-vad dispar hag eur gador vihan dirak eur weren c’houllo.

Pelec’h e oant tremenet ? Den n’hen gouie !…

An tad a vennas mervel. E hirvoudou a rae poan da glevet. Evel eun den kollet gantan e skiant-vad, e rede dre ruiou kêr, o c’houlen gant an holl renti d’ean e vugel.

Furchet e voe dre-oll ; biskoaz, avat, ne glevas den roud na ster eus an daou denzor kollet.

Hogen Doue en devoa e lagad warne. Pa glevas trous ar bobl deut da ziframma diganti he bodig karet, ar plac’hig hen kemeras war he c’halon hag a dec’has diouz an ti

Kemeret ha heuilh a reas ar gentan gwenojen e welas diraki, o redek, o koueza, o sevel adarre. He zreid hag he daouarnigou a vlonse ouz ar mein hag an drez. Dislivet e oa he dremmig flour gant ar c’houezadur hag ar poultr hag, he lilien kuzet war he c’halon, e kerze an êlig hag e tec’he bepred !

E-pad eur bloaz e valeas evel-se, o vevan, evel a1 lapoused, gant ar pez a lake Doue war he hent, pe a veze kinniget d’ezi gant tud truezus. D’an noz, e kouske dindan eur garreg, e korn eur c’hoad bennak, ha, pa zave an heol, ar winidelig a adstage gant he beaj poanius hep gouzout hec’h-unan pelec’h e tigouerje.

Doue a rene he c’hammejou. Eun devez, oc’h arruout en eur gêr, ar bugel a gavas war he hent unan eus an daouzek abostol, deut eno ha hadan eur c’hreunen bennak eus gwiniz an Nenvou. Dremm ar plac’hig a sebezas an den-Doue.

— Pelec’h ec’h ez, bugelig, emean ?

— Aotrou, me ’glask eun dra.

— Ha petra ? Lavar d’in hep aon.

— Me ’glask unan bennak hag a hallfe lavaret petra en deus roet he liou hag he c’houez d’ar vleuennig-man.

Ha, da heuilh ar c’homzou-ze, e tenne diwar he c’halon, al lilien vinniget, chomet ken fresk ha ken skedus hag an de kentan.

Kerkent eur c’houez c’houekoc’h eget hini an ezans a nijas dre an êr hag a goueas ken tener war galonou an dud niverus a heuilhe an abostol, ma reas d’eze tridal.

An hini en devoa bet sklerijen ar Spered-Santel a welas skler e oa kement-se eun dra dreist natur hag a c’houlennas sklerijen digant ar plac’hig. Houman, gant eur skiant dreist d’he oad, a zisklerias neuze pelec’h ha pegouls he devoa kutuilhet ar vleuen ha penôs e oa bet gwell ganti kuitaat he zad hag he bro eget he lezel de gouean etre daouarn fallakr.

P’he devoe fin, an daerou a ruilhe puilh gant dioujod ar zant evurus.

— Aelig mat, emean en eur astenn e zaouarn a-us da benn ar bugel daoulinet, pec’hed am befe o talean pelloc’h da rei d’it ar c’hras kaer a teus prenet ken ker. Sklerijen e-walc’h a teus ha da vadean a ran. — Ha neuze, gant eur vouez teneroc’h : Rei a rafes d’in al lilien-ze, emezan ?

Ar plac’hig, hag he doa dilezet pep tra evit derc’hel mat d’an tenzor-ze, à lakeas enezan gant eur mousc’hoarz laouen etre daouarn ar beleg.

Kerkent, dindan bannou an heol skedus, ar vleuen a voueskas, eur c’hlizen ru a berlezennas war he deliou hag ar beleg, o sevel ar c’halir-ze d’an Nenvou, a ginnigas da Zoue ar sakrifiz gant eur berrad eus gwad e Vab, skuilhet eur bloa a-rôk war ar mene Kalvar.

Tennet eus ar galleg gant
KOULMIG ARVOR.