LUSKELLEREZ
————
En ez kavellig gwen, glan evel eun êlig,
Dinec’h ha dibreder, kousk buhan ma merc’hig (diou wech).
Da vammig en kanvou, mar na oar ken kanan,
A garfe riman d’it eur zon an teneran,
Sonig luskellerez, sonig karantezus,
A ganas evidout da dadig evurus.
E hunvre ar c’haeran e oa gwelet eun de
Da vuzellou tener o c’hoarzin d’ar vuhe.
Ne oa ket youl Doue hon lezel a-gevred
Da gutuilh er bed-man bleun an evurusted.
D’am c’halon hirvoudus envor e garante
A zeblant eur bann-heol tec’het ’vel eun hunvre.
Met ar vuhe ’zo berr : evitan ni ’bedo ;
Hen, gant aotre ar Mestr, eus an Nenv hon miro…
Ha te war an douar, emzivadezig kêz,
’Vo konfort da vamm baour ha frealz hec’h enkrez.
En ez kavellig gwenn, Terezaïg vihan,
Dinec’h ha dibreder, ma merc’hig, kousk buhan,
Met chom pell bihannik, rak da vamm a garfe
Na danvefes biken soubenn trenk ar vuhe.
|