Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/103

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Kalon Frailhet
————
war don : Ar seiz skiant naturel.


Tud yaouank a Vreiz-Izel, didosteit da glevet,
Da glevet kanan eur zon a zo neve-zavet
War vuhe eur pôtr yaouank ganet en Breiz-Izel,
Mantret gant keun ha glac’har d’eur vestrezig fidel.

’Touez ankeniou ar bed-man, n’eus hini ken c’houero
Hag an disparti poanius krouet gant ar maro ;
Krisât eo d’eun den yaouank gwelet e garante,
Eiz devez kent an eured, diskennet en he be…

Koulskoude, tudou yaouank, setu ma flaneden,
Mougan tan ma yaouankiz gant daerou a anken ;
’Vit kavet nerz da vevan ez eo red din sonjal
Em flijadur dremenet, em deveziou gwechall.

Evel kalz a dud yaouank, e stagis ma c’halon
Ouz eur vleuennig dispar, eur plac’hig a feson ;
Siouaz ! a-boan tanveet, ma joa a zo kollet ;
Nijet ez eo en avel ma hunvreou karet.

Kentan e tegoueas d’in gwelet ma ferlezenn
’Oa en pardon Hanter-est, ’barz ar gêr a Rostrenn ;
P’he gwelis ken fur, ken koant, ’barz ar prosesion,
Gant levenez ’barz ma c’hreiz e tridas ma c’halon.

Skanv evel eun durzunel, mistr evel eun heiez,
He stumm a oa dereat, stumm eur wir Vreizadez ;
He zal gwen, he zellou don, he bleo melen frizet…
Ma c’halonig, hep distro, d’ezi a oe gwestlet.