Pajenn:Cadoret - Mouez Meneou Kerne, 1912.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar re dilezet
————


Ar c’hloc’h, ’us d’ar barouz, truezus a ziston ;
Goude gouel bras ar zent, setu gouel an anaon ;
Evelse, er bed-man, an holl draou a dremen ;
Goude al levenez, ar boan hag an anken.
An hanv, gant e vuhe, an eus roet e lec’h
D'ar goz-amzer peuc’hus ha d’he dremm leun a nec’h ;
An heol, en oablou griz, ne ro mui d’an douar
’Med eur sklerder doanik hag eun dommder klouar ;
’Vel evnigou tiet, an deliou aour melen
A goue war ar yeot sec’h gant eun huanadenn.
Ar wazig a hirvoud d’he riblou marellet,
Skrilh al lanneg a dav er brugou dislivet ;
Ha lapoused ar c’hoad, ’n eur bakan o zelen,
En em guz, strafuilhet, er c’hleuniadou raden.
Mes, en de-man dreist-oll, pa respont d’ar c’hlaz-noz,
Ekleo ar c’hoajou bras, ar zaonen hag ar roz,
Eun hurusaden yen, a deu eus ar vered,
’Vel eun ezen a ganv a dremen war ar bed.
Sioulder vras ar maeziou a zeblant pounnerroc’h,
Ha pep tra a gemer eun dremm ankeniusoc’h.
Dirak eur skouer ken kaer, daoust ha ni, kristenien,
A vefe hon unan o tiskouel hon yenien ?
Daoust ha ne glevomp ket er c’hlaz ha ’n e glemmou
An anaon kez o skei war dor hon c’halonou ?
O ! gwechall, en hon Breiz, bro ar giziou santel,
Eur c’hiz kaer a rene el loch hag er c’hastel :
An noriou digor frank, pep taol goarniset mad,